Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad en deus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Vincent Le Meaux, Lena Louarn, Lise Bouillot, Bernard Hamon, Samuel Le Gaouyat, Claudine Guillou, Mona Bras, Yannig Kerlogod, Cinderella Bernard

Ya d'ar brezhoneg 15/09/2017

D’ar Merc’her 13 a viz Gwengolo eo bet dalc’het al lid-sinañ e sez an Tolpad-kêrioù.

D’ar Merc’her 13 a viz Gwengolo eo bet dalc’het al lid-sinañ e sez an Tolpad-kêrioù dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Vincent Le Meaux, prezidant an TK hag an ao. Samuel Le Gaouyat, dilennad dave evit ar garta.

An ao. Frédéric Lavigne, isprefed, an ao. Yannig Kerlogod ha dilennidi niverus a oa war al lec’h ivez.

Ur framm etrekumunel nevez eo Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad, a zo ennañ 57 kumun eus Aodoù-an-Arvor. Votet en deus kas da benn 5 ober eus ar garta dindan 3 bloaz ha evel-se en deus kemeret penn an hent da ziorren ar brezhoneg en un doare unvan ha padus. « N’eo nemet ar bazenn gentañ », en deus lavaret an ao. Vincent Le Meaux.

Ar 5 ober dibabet eo ar re-mañ : staliañ panelloù divyezehk e diavaez hag e diabarzh savadurioù ar sez ; embann ur pennad-stur e pep niverenn eus kannadig an tolpad-kêrioù ; moullañ kartennoù-bizit divyezhek evit an dilennidi ; enrollañ ur gemennadenn degemer divyezhek er responter ha sinañ ur gevrat-kefridi gant an OPAB (evel-se e vo sikouret an Tolpad-kêrioù, evit treiñ testennoù da skouer ha traoù all c’hoazh, evit kas al labour da benn diouzh ar gwellañ).

An It. Louarn he deus pouezet en he frezegenn war ar pouezus m’eo diorren ar c’helenn brezhoneg er skolioù (war-dro 1000 skoliad zo enskrivet en hentadoù divyezhek e tachenn an tolpad-kêrioù) hag evit an oadourien. Disklêriet he deus ivez e oa laouen o welet e oa bet savet e Gwengamp ur greizenn dudi nevez e brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0