Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

55 kelenner.ez ouzhpenn evit ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 22/06/2017

23.06.17

Embannet eo bet disoc'hoù kenstrivadeg 2017 evit ar gelennerien divyezhek. 55 den ouzhpenn a zo bet degemeret evit ar brezhoneg, pe evit ar 1 derez (CRPE) pe an 2l derez (CAPES). An eil bloavezh gwellañ eo biskoazh en istor ar c’helenn brezhoneg. Ar yezh tiriadel kentañ eo ar brezhoneg dirak ar c’horseg, an euskareg, an elzaseg pe an okitaneg.

Disoc’h an emglev Stad-Rannvro 2015-2020 eo a embann e tle bezañ 15% (hag 20% ar buanañ ar gwellañ) eus postoù CRPE Akademiezh Roazhon evit ar c’helenn divyezhek. Kement-se zo frouezh labour padus ar C’huzul-rannvro dre ar stummañ dibaouez ivez. Daougementet eo bet an niver a blasoù staj 6 ha 3 miz abaoe 2010 ha gant ar sikourioù DESK ha SKOAZELL ez eus muioc’h-mui a dud war ar renk evit ar c’henstrivadegoù tuta kelennerien (tost 250 den enskrivet er bloaz-mañ). Tamm-ha-tamm, en desped d'an diaesterioù (n'eo ket bet pourvezet an holl bostoù) hag a-drugarez da strivoù pep hini a-hed ar bloaz, teurel a ra frouezh ar politikerezh yezh rannvroel hag ar brezhoneg a adsav e gein er gevredigezh.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0