Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Bagad Bro an Aberioù a resev al label Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 20/06/2017

Lid-reiñ al label live 1 da vagad Bro an Aberioù

Dalc’het eo bet lid-reiñ al label Ya d’ar brezhoneg e Plabenneg, d’ar Sadorn 17 a viz Mezheven 2017 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik hag an it. Claire ar Gelleg, prezidantez ar gevredigezh.

War al lec’h e oa ivez an it. Marie-Annick Kreac’hkadeg, maerez Plabenneg, an ao. Jean-Luc Bleunven, kannad, dilennidi eus Plougerne ha Koz-Meal hag ur bern izili eus ar bagad.

8 ober zo bet kaset da benn gant ar bagad evit poent, setu perak eo bet enoret : bep bloaz e vez kinniget ar c’hartennoù-hetoù en 2 yezh ; kit an OPAB hag ur panellerezh divyezhek zo bet staliet e sez ar bagad ; brezhonek eo al logo, plaketenn ginnig ha teulioù melestradurel ar framm zo divyezhek.

A-hend-all e kemer perzh ar bagad er Redadeg ha, da-geñver e abadennoù, e vez kinniget ar bagad hag e labour koulz e brezhoneg hag e galleg.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0