Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2016 : an disoc'hoù

Web gwelet en he brasañ Al loreidi - Skeudenn Alexandre Kozel

Darvoud 30/03/2017

Prizioù dazont ar brezhoneg a oa bet roet d'ar Gwener 24 a viz Meurzh 2017 e Lannuon dirak an it. L. Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro ha prezidantez an OPAB, an ao. Le Bihan, maer Lannuon hag an ao. Le Guennec, rener Frañs 3 Breizh.

Tost 300 arvester o doa kemeret perzh en abadenn a zo bet filmet gant Frañs 3 Breizh er Garrezenn Hud hag a zo bet skignet d’ar Sadorn da-heul en abadenn Bali Breizh.

Rummad strollegezhioù foran

Priz kentañ : Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, an departamant kentañ o reiñ lañs d’ur brastres evit harpañ ar brezhoneg.

Eil Priz : Kêr Henbont, evit bezañ krouet un Agenda 21 diwar-benn ar brezhoneg.

Trede Priz : Ospital Karaez, evit bezañ staliet panelloù divyezhek ha bezañ labouret evit diorren ar brezhoneg e bed ar yec’hed.

Rummad embregerezhioù

Priz kentañ : Le Kêr, ur park dudi, staliet e Gwened, a ginnig d’ar vugale ober anaoudegezh gant istor Breizh en ur c’hoari. Tri implijad a oar brezhoneg. Ar panellerezh, ar filmoù hag an c’hlevheñcherioù a zo divyezhek.

Eil Priz : Ar Bradenn – Aquatiris, a labour war ar fitopuradur an dour, hag a implij ar brezhoneg evit kehentiñ.

Trede Priz : Korrimel, ur servij posteloù e brezhoneg penn-da-benn.

Rummad kevredigezhioù

Priz kentañ : Dizale, a labour war an advouezhiañ e brezhoneg hag a ginnig bremañ ur c’houmanant VOD, doare Netflix.

Eil Priz : Brezhoneg e Brest, a labour evit diorren ar brezhoneg e kêr Brest.

Trede Priz : Kenseurtiezh pomperien Roazhon, a ginnig un deiziataer divyezhek penn-da-benn a vez skignet e Roazhon ha tro-war-dro.

Rummad levrioù faltazi

Priz kentañ : « Bar Abba », romant gant Yann Bijer (Emb. Al Liamm).

Eil Priz : « Keridwal », barzhonegoù gant Herve Seubil gKernaudour (Emb. Al Liamm).

Trede Priz : « Rebetiko hag istorioù all », danevelloù gant Kristian Braz (Emb. Al Liamm).

Rummad pladennoù kanet e brezhoneg

Priz kentañ : « Youn Kamm et le Bagad du Bout du Monde », Youn Kamm (Apprentis Producteurs / Coop Breizh).

Eil Priz : « Valgori » Brieg Guerveno (Paker Prod / Coop Breizh).

Trede Priz : « Exil », Maria Desbordes (Awen Records / Coop Breizh).

Rummad kleweled

Priz kentañ : « A-vihanig », teulfilm (26’) sevenet gant Bleuenn Le Borgne.

Eil Priz : « Pa ya kuit Solenn », teulfilm faltaziet (26’) sevenet gant Anne Gouerou.

Trede Priz : « C’hwi a gano », un heuliad pemp rann enni (10’), sevenet gant Perynn Bleunven, Justine Morvan, Quentin Morvan.

Rummad brezhoneger ar bloaz

Priz kentañ : Yann Tiersen hag Emilie Quinquis evit bezañ lakaet da raktres koublad deskiñ ar yezh ha bevañ e brezhoneg.

Eil Priz : Laëtitia Anger, evit bezañ krouet an embregerezh « Les Archi Kurieux », a ginnig darvoudoù diwar-benn glad Breizh e brezhoneg.

Trede Priz : Fanny Labbay evit bezañ desket brezhoneg ha cheñchet yezh an tiegezh, bet skoazellerez skol deuet da vezañ kelennerez divyezhek hag a dreuzkas ar yezh d'an dud deuet ivez.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0