Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

TGM Bugaligoù ha brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Stummadur 09/02/2017

Adalek miz Meurzh 2017 e vo kinniget gant ar c’hreizennoù stummañ CLPS Kemper ha Mervent ur stummadur a bado ur bloavezh evit tapout un TGM Bugaligoù ha deskiñ brezhoneg.

Mervent, kreizenn stummañ war ar brezhoneg e Bro Gerne, hag ar CLPS, kreizenn stummañ micherel ha skoazellañ, o deus savet ur c’helc’hiad-studioù divyezhek : teknikel ha yezhel.

Kas a raio ar stummadur-se war-zu ar micherioù d’ober war-dro ar vugale e brezhoneg. Daou ziplom : an TGM Bugaligoù (Testeni Gouested Vicherel) hag an Diplom Barregezh war ar Yezh a vo o reiñ talvoudegezh d’ar stummadur.

Gant ar stummadur-se, kinniget dreist-holl d’an dud dilabour (stignad dibar evit kemer an dud e karg), e vo degaset d’an danvez tud a-vicher ar varregezh war ar yezh koulz hag ar michererezh ret evit gellout labourat en ur bed a zo o kreskiñ buan.

Rak war gresk ez a an ezhommoù tud d’ober war-dro ar vugale vihan pe e vefe e skolioù-mamm an tri hentad divyezhek evit ar postoù GWATASMed (GWAzour Tiriadel Arbennik ar Skolioù-Mamm) pe GWAASM (GWazour Arbennik Ar Skolioù-Mamm) hag el lec’hioù ma vez degemeret bugale vihan : magourioù, TSMoù (Tier Skoazellerezed-Mamm) hag ESMoù (Erlec'h Skoazellerezh-Mamm).

Evit gouzout hiroc’h hag en em enskrivañ, mont e darempred gant ar CLPS e Kemper : 02 98 10 11 49

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0