Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Panellerezh divyezhek er Greizenn Santez Anna e Lannuon

Web gwelet en he brasañ

Divyezhegezh 25/01/2017

Da-geñver nevesadur savadurioù ar greizenn sevenadurel Santez Anna ez eus bet staliet panelloù divyezhek

Abaoe 7 vloaz zo e labour ingal Ofis Publik ar Brezhoneg gant Servijoù teknikel Kêr Lannuon evit ma vo divyezhek ar panelloù tamm-ha-tamm (plakennoù-straed, panelloù-heñchañ, panellerezh diabarzh savadurioù 'zo ha panelloù-titouriñ a bep seurt)

Web gwelet en he brasañ

Goulenn a ra ar Servij Glad Yezhel kaout ar maketennoù da adlenn bep tro, ha kaout evel-se an tu da zivankañ ar vioù-koukoug, lemel ar mankoù hag adsevel ar maketennoù evit ma vo kinniget un divyezhegezh a galite ar muiañ ma c'haller.

Warlene ez eus bet labouret war ur chanter ispisial : panellerezh divyezhek Kreizenn Santez Anna ha mediaoueg nevez Web gwelet en he brasañ Kêr Lannuon. Staliet ez eus bet un toullad kaer a banelloù ha peget forzhik menegoù evit titouriñ an dud, evel zo dleet, er gouent renevezet. Ar menegoù a zeu war-wel e brezhoneg enni evel ma teuont e galleg. Kempouez eo an div yezh neuze, dre-vras.

Gant ar greizenn-mañ en deus Yann Vrezhoneger un ti foran ouzhpenn ma c'hallo bezañ heñchet mat ennañ, en e yezh.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0