Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Perroz-Gireg a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 08/11/2016

Gant Perroz-Gireg eo bet dibabet al live 1 eus ar garta gant 5 ober da gas da benn dindan 2 vloaz.

An ao. Erven Léon, maer Perroz-Gireg, besprezidant eus Lannuon-Treger Kumuniezh, besprezidant eus ar C’huzul-departamant, hag an it. Catherine Pontailler, eilmaerez kentañ, o deus degemeret an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPBL, evit lid-sinañ ar garta d’ar Yaou 3 a viz Du 2016.

Dirak un niver bras a dud eo bet sinet gant an ao. Maer diviz ar gumun, bet votet gant ar C’huzul-kêr e miz C’hwevrer 2016, da gas 5 ober da benn dindan 2 vloaz : staliañ panelloù divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun ; treiñ en div yezh kartennoù-bizit ha sinadurioù posteloù an dilennidi ; sevel ur paper lizher talbennet en div yezh ; kemer perzh er c’houlzad bloaziek evit brudañ an deskiñ brezhoneg gant an oadourien ; reiñ teulioù divyezhek evit an aktaoù stad keodedel.

En he frezegenn ez eus bet pouezet gant an it. Lena Louarn war startijenn ar brezhoneg a zo war greskiñ e bed al labour ha war ar red m’eo kenderc’hel da ziorren ar c’hinnig er c’helenn divyezhek, hag a zo enskrivet el Lezenn evit Addiazezañ ar Skol hag er Gevrat steuñv 2015-2020 bet sinet etre ar Stad hag ar Rannvro.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0