E-pad pell ez eus eus bet enebet ouzh an dud a felle dezho gwelet ar c'helenn divyezhek o vont fonnusoc'h war-raok ne oa ket posupl e Breizh abalamour ma vanke skolaerien ha kelennerien forzh pegement. Rannvro Breizh, gant ar pal da lakaat muioc’h a dud da vont war ar renk er c’henstrivadegoù, he deus lakaet war-sav ar skoazelloù DESK ha SKOAZELL a-ratozh evit sikour an danvez kelennerien. Koulskoude, bihan-bihan e chome an niver a bostoù digor d'ar genstrivadeg divyezhek bep bloaz (24 warlene evit ar publik). Gant se ne oa ket broudet an dud da lakaat o anv (kalz a labour evit nebeut a chañsoù).
Etre 2013 ha 2014 ez eus bet marc'hataet un emglev nevez evit ar yezh etre ar Rannvro hag ar Stad m'en deus kemeret perzh an OPAB ivez. Degemeret eo bet gant ar Stad ar c'hinnig da virout diouzhtu 15 % eus an niver a bostoù er genstrivadeg evit ar re zivyezhek, gant ar soñj mont betek 20 % ar buanañ posupl a-raok fin an emglev (2015/2020). Ar wech kentañ eo e lakaed ur pal evel-se e Breizh hag un araokadenn pouezus-meurbet eo evit hor yezh.
Meur a efed pozitivel zo bet dre se. Da gentañ, deuet eo ar brezhoneg da vezañ ar yezh gant ar muiañ a bostoù e Frañs, dirak an elzaseg, ar c’horseg, an euskareg pe an okitaneg. Da eil eo bet daougementet an niver a bostoù evit ar publik eus an eil bloaz d’egile. Kalz muioc’h a dud zo bet war ar renk ivez hag en holl eo 60 den a zo bet degemeret er CRPE a-ratozh er bloaz-mañ, en o zouez 42 evit ar genstrivadeg diavaez publik (+75% e-keñver warlene). Gant se ez eus danvez evit digeriñ aesoc'h muioc'h a hentadoù divyezhek e stern ur steuñv diorren liesvoaziek bremañ. Kadarnaat a ra e oa ezhomm da reiñ da gentañ ur sin bolitikel splann ha lakaat kreskiñ an niver a blasoù evit gallout desachañ muioc'h a dud war ar renk.
An evezhiadennoù0