Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Engouestl un embregerezh nevez : Breizh Coquillages a sin an emglev Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 14/06/2016

Degemeret eo bet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, d’ar Yaou 9 a viz 2016 e sez an embregerezh Breizh Coquillages gant an it. Muriel Bernard, e renerez, evit sinañ an emglev Ya d’ar brez

Staliet eo an embregerezh sevel-kregin e Pennestin. Divizet en deus kas 13 ober da benn dindan 3 bloaz evit diorren ar brezhoneg ha tizhout al label live 1.

Al lodenn vrasañ eus an oberoù dibabet a sell ouzh skoroù kehentiñ an embregerezh.

Breizh Coquillages a ginnigo ur stumm brezhonek eus e lec’hienn Genrouedad, panellerezh an embregerezh a vo divyezhek evel e gartenn-hetoù, kartennoù-bizit e implijidi, e baper-lizher, e girri ha kement ‘zo.

distreiñ da roll ar c'heleier