Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Rostrenenn he deus resevet al label Ya d’ar brezhoneg a live 3

Web gwelet en he brasañ S. Le Nouvel, C. Lefresne, L. Louarn, J.-P. Le Bouedec, Alain Rolland, J.-Y. Philippe

Ya d'ar brezhoneg 13/06/2016

An trede kêr e Breizh o vezañ labelaet el live 3 eus ar garta Ya d’ar brezhoneg eo Rostrenenn evit bezañ kaset 17 ober da benn evit diorren ar brezhoneg.

Lid-reiñ al label a zo bet dalc’het e ti-kêr Rostrenenn d’ar Yaou 9 a viz Mezheven 2016 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, an ao. Jean-Paul Le Boedec, maer, an ao. Alain Rollad, 1añ eilmaer, an it. Cécile Lefresne, kuzulierez-kêr dilennadez dave evit ar garta, an it. Sandra Le Nouvel, kuzulierez-departamant hag an ao. Jean-Yves Philippe, prezidant KK Kreiz-Breizh.

A-hed ar bloavezhioù he deus an divyezhegezh taolet he gwrizioù donoc’h-donañ er gumun : savadurioù foran, plakennoù straed, panelloù henchañ ha kement zo a zo divyezhek a-benn bremañ.

E Rostrennen e kaver hentadoù divyezhek er skolioù publik ha prevez, 57% eus skolidi ar skolioù-mamm a zo en ur c’hlas divyezhek.

Abadennoù tañva e stern ar MOT hag er vagouri-kêr a zo kinniget diwar atiz an Ti-kêr.

Arc’hantaouet en deus ivez ur stummadur war ar brezhoneg evit e w/GWATASMed.

En he frezegenn he deus embannet an it. Lena Louarn e oa laouen o welet stratijenn ar gumun ha diorroadur ar c’helenn divyezhek.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0