Aozet e vo e Ti ar C'hoariva e Brest gant Teatr Piba, Sked ha C'hoariva, daou zevezh divizoù digor d'an holl evit prederiañ diwar-benn kenarroud dibar ar skrivañ hag ar c'hrouiñ e brezhoneg d'ar Gwener 18 ha d'ar Sadorn 19 a viz Meurzh 2016.
Pa'z eus anv da sevel pezhioù-c'hoari a-vremañ e brezhoneg e teu war wel dalc'hoù ar skrivañ dramatel hag ar sevel oberennoù lennegel e brezhoneg pe en ur yezh vinorelaet.
Pe vefe gant an arzourien, ar skrivagnerien, an droourien petramant c'hoazh gant an embannerien hag ar broduerien, e sav goulennoù ingale'vit pezh a sell diouzh ster an oberezhioù dramatel, a-zivout o liammoù gant ar bed-holl ha gant an arvestourien.
Roll labour d'ar Gwener 18 a viz Meurzh 2016
9e30 : Degemer ha digorradur gant an It. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh.
10e : Prezegennoù, eskemmoù, c’hoariva.
Hanterour Ronan Calvez, CRBC – Skol-Veur Breizh-Izel.Test meur Christian Ryo, rener Levr ha Lennadoù e Breizh
Madelena Gonzalez, Skol-Veur Avignon : C’hoariva ar minorelezhioù er bed ingalet a-hiziv.
Francis Favereau, Skol-Veur Roazhon 2 : Ar c’hoariva e brezhoneg en ugentvet kantved.
2e30 – 6e noz
Mélanie Jouitteau, CNRS : Implij ar "code-switching" er c’hoariva brezhonek a-vremañ.
Erwan Hupel, CRBC, Skol-Veur Roazhon 2 : Ma c’helljen-me c’hoari laouen… Ar c’hoariva brezhonek ha stad, stourm ha planedenn ar yezh.
Frapadoù c’hoariva gant La Obra ha Teatr Piba
Roll labour d'ar Sadorn 19 a viz Meurzh 2016
9e30 – 6e noz
Devezh eskemm ha taolioù krenn :
- Skrivañ evit ar c’hoariva, eus ar varzhoniezh d’ar politikerezh.
- Skrivañ a-stroll ha kenskrivañ : skiant-prenet, dalc’hoù ha daeoù.
- Reiñ lañs d’ar skrivañ evit ar c’hoariva brezhonek.
- Liesyezhegezh ha yezhoù minorel : dalc’hoù ar skrivañ pezhioù-c’hoari ?
- Peseurt raktresoù embann c'hoariva evit peseurt publik ?
- Skrivagnerien pe droerien : en em stummañ war an dramaouriezh ?
- Kenlabourat a-benn sevel raktresoù c’hoariva.
- Ken-produiñ pe brogrammiñ krouidigezhioù e brezhoneg : peseurt pouez ?
Digoust ha digor d'an holl. Evit gouzout hiroc'h, klikañ amañ.
An evezhiadennoù0