Abadenn nevez Strollad ar Vro Bagan diwar bezhioù-c'hoari berr Tangi Malmanche (1875-1953), skrivagner brudet bet desket brezhoneg gantañ e Plabenneg.
"Marvailh an ene naonek" ha "Gwreg an Toer", c'hoariet gant Nikol ar Vourc’h, Mari Peaudecerf, Yann-Edern Jourdan, Bob Simon, Goulc’han Kervella, a vo kinniget en Egorenn Breselien e Plouzeniel d'ar Sadorn 13 a viz Mezheven 2015 da 8e30 noz.
An evezhiadennoù0