Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Marc'hadoù foran

An Ofis publik a ro an tu, d'an embregerezhioù a fell dezho en ober, da sellet enlinenn ouzh ar galvoù embannet gantañ evit e varc'hadoù foran (labourioù, dafar pe servijoù).


Dre ar bajenn-mañ e c'hallit gwelet an holl gemennoù a sell ouzh ar galvoù embannet er mare-mañ.

Kuzuliadennoù war ober

Koulzad brudañ PLIJUS 2017 :

Kemenn marc'had foran

Pal : lakaat ar re etre 18 ha 30 vloaz da lakaat o anv er c'hentelioù-noz pe er stajoù hir (6 miz)


Binvioù kehentiñ da sevel :


1) ur skeudenn (ma vez skeudennaouet tud, dibab ur vaouez kentoc'h) a dalvezo evit :


. skritelloù (120/176 : e-tro 1150 skouerenn, 80/120 : e-tro 700 skouerenn, A3 :e-tro 4900 skouerenn) : ar pezh a gonto da gentañ eo pegen efedus e vo ar skeudenn war ar skritelloù 120/176. Ur vandenn wenn a vo war ar skritelloù da lakaat anv un darempred (dre ziouer e vo un niverenn indigo pe mod all e vo ur repikaj gant daveennoù ur greizenn-stummañ), logo OPAB. E traoñ ar skritelloù e vo logoioù ar galloudoù publik a gemero perzh er c'houlzad (e-tro 25 logo).

. plegfollennoù (e-tro 20000 skouerenn). Warno e vo daveennoù ar c'hreizennoù-stummañ bras a-walc'h. War o c'hein e vo logo ar strollegezhioù tiriadel. War ar plegoù e vo daveennoù ar c'hreizennoù stummadur hir hag ur c'hinnig eus an Diplom Barregezh war ar Yezh.

. flyeroù (e-tro 10000 skouerenn). An niverenn indigo hag ar memes logoioù ha war ar skritelloù a vo.

. kartennoù ezel (e-tro 1150 skouerenn). Adkavet e vo an niverenn indigo ha logoi an OPAB.

. deiziataerioù (marc'hoù-doug) e-(tro 2100 skouerenn). Bez' e vo warno an niverenn indigo, logo an OPAB. En diabarzh e vo daveennoù ar c'hreizennoù stummañ bras a-walc'h.

. kartennoù kemmadurioù (e-tro 2100 skouerenn). Warno e vo an niverenn indigo ha logo an OPAB.

2) Lugan ar skritell a vo ijinet ganeoc'h (n'eo ket dav e vefe anv ar c'houlzad, "Plijjus", war wel) evit un doare kehentiñ modern e vo ha diouzh an dud a zo lakaet da bal tizhout.


A-benn miz Mezheven 2017 e fell deomp kaout an dafar evit e skignañ er strollegezhioù keveler (Kuzul-rannvro, 5 departamant, DPKE, 250 ti-kêr) ha d'ar c'hreizennoù-stummañ evit o distro-skol (lod anezho a c'houlenno ur repikaj e-lec'h an niverenn indigo : 0820 20 23 20 a vo lakaet dre ziouer ; ganeomp e vo kaset ar goulennoù-se deoc'h ; deoc'h da c'houzout, warlene e oa bet 11 goulenn evit ar furmad 120/176, 9 evit ar furmad 80/120, 12 evit ar furmad A3).


Er 5 kreizenn a zo da OPAB e vo ret kas an dafar, gant pakadoù evit an departamantoù (5 d'ar muiañ) hag ar c'hreizennoù stummañ (e-tro 30).

Ma'z oc'h dedennet, trugarez da gas ho rakpriz krouiñ ha moullañ hag ur vaketenn pe meur a hini a-benn an 3 a viz Meurzh 2017 da greisteiz.


Chomlec'h da gas ho kinnig :


OPAB


Fulup JAKEZ

Rener

32, bis straed ar Verzherien

29270 Karaez-Plouger

Kuzuliadennoù bet

Niverenn

ar guzuliadenn

Danvez

Deiziad

an diviz

Anv an deroer Kod post
1

Krouiñ un endro grafek

evit ur geriadur niverel

26/11/13 Keleier 29870
2

Koulzad brudañ "Plijus" 2014

21/03/14 Kosak - Cloitre 35000
3

Plaketenn kinnig OPAB

25/03/14 Kosak - Cloitre 35000
4

Koulzad brudañ "Plijus" 2015

20/03/15 Kosak - Cloitre 35000
5

Koulzad brudañ "Plijus" 2016

21/03/16 Kosak-Cloitre 35000

Kasit ar pennad-mañ da dud all