
« Deskiñ brezhoneg en 1 c’hlik ! »
Desketa, bet lañset e miz Mezheven 2024, zo ur savenn niverel digoust evit deskiñ brezhoneg. Ur benveg eo evit kregiñ gant ar yezh en un doare emren, e-barzh ul lec’hienn sklaer ha c’hoarius. Er c’hentelioù ez eus poelladennoù ha c’hoarioù graet evit mont diouzh live pep implijer, kuit da lakaat an dud diaes hag evit degas c’hoant da pep hini da gregiñ e-barzh. Ouzhpenn-se ez eus enrolladennoù evit ober anaoudegezh gant sonerezh ar yezh.
Empennet ha diorroet eo bet Desketa en OPAB gant ur skipailh meur a varregezh gantañ, gant tud ampart war o zachenn labour, ha pa vefe an deskiñ yezhoù, ar stlennegezh pe ar c’hehentiñ, abalamour da ginnig ul lec’hienn plijus ha modern, hag un hentenn efedus d’an dud da vont buan war-raok. Brezhonegerien eus bed ar mediaoù hag advouezherien o deus kemeret perzh en enrolladennoù evit an tennadoù klevet, evit kinnig enrolladennoù splann d’an deraouidi ha sikour anezho da bleustriñ war an distagadur.
Desketa zo un diskoulm evit lod eus an dud hag a fell dezho deskiñ brezhoneg met n’o dez ket amzer da vont ingal d’ar c’hentelioù-noz sizhuniek pe en ur stummadur hir (pe n’eo ket aes kavout stummadurioù er c’hornad m’emaint o vevañ) . Al lec’hienn zo digor ivez d’an dud kurius o deus c’hoant d’ober un taol-esa a-raok krouiñ ur gont. Ar savenn a vo talvoudus evit ar vrezhonegerien nevez ivez, dezho da greñvaat o diazezoù goude bezañ bet en ur stummadur hir da skouer, pe evit klokaat o c'hentelioù-noz.
A-benn ar fin ez eo Desketa ul lec’hienn aes d’an holl, da vezañ implijet koulz war an urzhiater ha war ar poellgomzer, ha lec’h ma vez kavet traoù talvoudus evit an holl zeskidi, ha pa n’anavezfent nemet ur ger bennak evel « Kenavo » !
Neuze na chomit ket etre daou soñj ha lakait ho mignoned divrezhoneg da deuler ur sell war Desketa !
Al liveoù yezh implijet evit rummadiñ ar poelladennoù zo savet diouzh liveoù portfolio europat ar yezhoù hag a dalvez da standard muzuliañ evit an holl yezhoù. Evit an dud a zo o kregiñ gant ar yezh hep tamm diazez ebet ez eus bet krouet ul live A0 ma tispleger reolennoù pennañ ar brezhoneg.
















