Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Anvioù-lec'h

Mont a ra al lec'hanvioù d'ober ur glad eus ar re briziusañ hag a zo en arvar avat.

Frouezh an Istor

Ur gwir binvidigezh eo al lec'hanvioù brezhonek ha gant se ez eont d'ober ul lodenn a bouez eus glad hag eus identelezh Breizh. Frouezh istor an dud hag ar yezh eo al lec'hanvioù. An anvioù brezhonek evel-just eo ar re a vez kavet ar stankañ e Breizh, eus a-bell, met re all zo ivez. Ouzhpenn an anvioù koshañ rakkeltiek e kaver kalzik lec'hanvioù bet diazezet er mareoù galian ha galian-ha-roman (Rennes/Roazhon da skouer).

Web gwelet en he brasañEl lodenn gornôg eus Breizh avat ez eo brezhonek an darn vrasañ eus an anvioù-lec'h. Eno ez eus bet komzet brezhoneg hep ehan adalek ar IVvet kantved, pa oa en em staliet ar Vretoned. Liesseurtoc’h eo al lodenn reter eus Breizh ha kustum eur da welet daou dachad disheñvel enni. Er reter pellañ, en tu all da Roazhon ha da Naoned, e teu al lec'hanvioù diwar ar galianeg hag ar romaneg dreist-holl. Kavout a reer ul lec'hanv brezhonek bennak eno memes tra, amañ hag ahont. Etre an div lodenn-se ez eus un tachad lec'h m'eo mesket an traoù. Eno eo paouezet an dud da gomz brezhoneg abred pe abretoc’h, met implijet e oa bet ar yezh a-raok e-pad pell hag en un doare stank a-walc’h ken eo chomet kreñv merk ar brezhoneg war al lec'hanvioù.

P'en em gavas ar Vretoned en Arvorig, hag i o tont eus Enez-Vreizh, e tegasjont ganto o doare da envel al lec'hioù. Merk an noblañsed a gaver en anvioù savet diwar Lez (a reer gantañ eus an dud a vez tro-dro d'an noblañsed hag ivez eus al lec'h ma oa un aotrou o chom). Hini ar veleien en anvioù enno Lann (lec'h sakr), a voe lakaet Log en e blas adalek an Xvet kantved ; hini ar beizanted en anvioù diwar Trev (lec'h annezet ma vez labouret an douar), ha Kêr da c'houde. Talvezout a rae an anv diwezhañ-se evit ul lec'h difenn da gentañ, evel e kembraeg en deiz a hiziv c'hoazh (Caerdydd/Kerdiz). Adalek an Xvet kantved avat e teuas an anvioù e Kêr war wel e pep lec'h, pa grogas ar ger-se da dalvezout kement ha ti-feurm ha lec'h annez. Da vare fin an Henamzer e voe kempennet ar vro e stumm parrezioù gant ar Vretoned. Merket eo bet an doare m'eo aozet tiriad Breizh betek hiziv an deiz. Dont a ra kalz a gumunioù a vremañ diwar ar parrezioù-se (kavout a reot amañ ur roll klok eus holl gumunioù Breizh e galleg hag e brezhoneg), ar pezh a weler splann pa grog o anv gant an termen Plou- (pe e adstummoù Plo-, Plu-, Pleu-...). Evel e-barzh al lec'hanvioù all e kaver da-heul un termen hag a vez alies un anv den (un anv sant goude Plou), un doareer pe un anv all. Plougastell, lakaomp, eo ar parrez lec'h ma'z eus ur c'hastell (Plou- + Kastell).

Skoueriekaat al lec'hanvioù

Kozh-tre eo an hengoun dre skrid e brezhoneg, n'eus nemet gwelet pegen stank eo ar geriadurioù hag ar skridoù relijiel embannet er Grennamzer hag er marevezh modern. Daoust da se, peogwir ne veze ket implijet ar brezhoneg gant ar velestradurezh, ha pa oa bet Breizh ur Stad dizalc'h zoken, eo deuet al lec'hanvioù brezhonek betek ennomp e stummoù skrivet diwar skouer yezhoù all (al latin hag ar galleg da c'houde), e-se int bet distreset e meur a geñver. Gallout a reer kavout ar memes anv skrivet e meur a stumm, diouzh ar melestradurezhioù, an aozadurioù pe an oberennoù. A-wechoù ez eus bet troet anvioù-lec'hioù zo e galleg diwar ar brezhoneg, ger ha ger (da skouer La Villeneuve diwar ar Gernevez), pe evit ul lodenn hepken (Kerjean d’en-Haut < Keryann Uhelañ). Ken distummet ez eus bet anvioù zo, a-wechoù, ken n'haller mui anaout anezho ha ne glotont tamm ebet ken gant an doare ma vez distaget gant tud ar c'hornad-se. Lod all zo bet troet en ur mod faltazius. Skouerius eo istor al lec'hanv Kroashent/ar C'hroashent, deuet alies da vezañ Le Croissant abalamour m'eo damheñvel sonioù ar ger gallek ouzh re an hini brezhonek.

Distummet e weler ar c’horrlec’hanvioù alies ivez, pe treuzskrivet hervez reolennoù reizhskrivañ dispredet ha diazas. En o zouez ez eus anvioù ar pezhioù-douar, renablet er gladrolloù, evel er c’hadastr Napoleon (hanterenn gentañ an XIXvet kantved). Evit an anvioù-lec’h en aod hag er mor eo disheñvel : anavezet eo ar re-mañ dre gomz dreist-holl. Evel testenioù kozh pe goshoc’h e tiskouez an anvadurioù niverus-mañ - milionoù a zo-, ar mod ma veze an darempredoù sevenadurel etre ar Vretoned ha dremm o bro. Gras dezho e ouezomp e peseurt mod o deus aozet ar vrezhonegerien o endro nesañ. Hag e-se e kaver ur c’heriaoueg vrezhonek puilh ha liesseurt er c’horrlec’hanvioù, gant kalz a c’herioù lec’hel enno. Dave da veur a brantad istorel e reont, hervez ar mod ma veze talvoudekaet an tachennoù d’ar mareoù-se. Gwelet an danevell-studi kaset da benn gant an OPAB war anvioù pezhioù-douar Pondi da skouer.

Evit talvoudekaat ar glad-se a zo deuet betek ennomp war-lerc'h ur milved Istor, e ranker skouriekaat al lec'hanvioù hag ober diouzh ma vo implijet ar stummoù skoueriekaet, koulz e brezhoneg hag e galleg. Ne reer e-giz-se nemet heuliañ ar pezh a vez erbedet gant Strollad Arbennigourien ar Broadoù Unanet war an Anvioù Douaroniel (GENUNG) evit a sell ouzh al lec'hanvadurezh.

Skoueriekaat a dalvez skrivañ al lec'hanv en un doare reizh hag a zalc'h kont eus 4 zra, ar muiañ ma c'haller :
1. Ar stummoù skrivet disheñvel a gaver hiziv an deiz, war ar c'hartennoù, en nomenkladurioù melestradurel, ar panelloù ha kement zo ;
2. An doare ma vez distaget e brezhoneg, bet dastumet digant brezhonegerien a-vihanik eus ar c'hornad e-kerzh un diviz kaset en-dro e brezhoneg ;
3. Ar stummoù skrivet kozh testeniekaet e dielloù a bep seurt, ar re goshañ a c'haller kavout ;
4. Ar stummoù a zo en implij dija er skridoù brezhonek a vremañ.

Ur wech dastumet ha studiet pizh ar pevar seurt titouroù-se, ha diwar neuze hepken, e c'hall ar servij Glad Yezhel diazezañ evit pep lec'hanv ar stumm reizh a vo kinniget d'ar strollegezhioù o deus goulennet sikour digant ar servij evit panelloù-hent, kartennoù, troidigezhioù. Graet e vez al labour skoueriekaat diouzh reolennoù ar brezhoneg a vremañ hag ar reolennoù a sell ouzh skoueriekaat al lec'hanvioù a oa bet diazezet gant ar Greizenn Enklask war an Anvioù-lec'h hag ar Panelloù-heñchañ er bloavezhioù 1980.

Web gwelet en he brasañSkoueriekaat a vez graet evit gwir pa vez reizhet ul lec'hanv. Estreget lemel an adstummoù direizh e c'haller e-giz-se ober d'ar panelloù divyezhek bezañ aesoc'h da lenn peogwir ne vez lakaet warno nemet ur stumm (ar stumm reizhet) e-lec'h daou. Diskouez a reer evel-se un doare panellerezh unvan er vro a-bezh hag ur c'heriaoueg a-fet lec'hanvadurezh hag a zo bet diazezet gant ar remziadoù kent. Pa vez reizhet al lec'hanvioù e c'haller neuze delc'her gant memor ar vrezhonegerien a zo o chom war al lec'h ha war un dro lakaat ar re n'int ket brezhonegerien da zaremprediñ ar brezhoneg en o buhez pemdez. Dav eo lavaret avat ne c'haller reizhañ nemet an anvioù-lec'h hep statud ofisiel (gant se n'eur ket evit en ober evit an anvioù kumunioù, lakaomp) ha gant ma ne vefe ket bet re stank an implij eus ar stumm.

Niverenniñ an tiez, lec’hanvadurezh hag anvioù hentoù nevez

Abaoe dekvloaziadoù e vez dilezet lec'hanvioù pe korrlec'hanvioù brezhonek ingal, evit lakaat anvioù hollek gallek en o flas, pa vez savet lodennaouegoù, takadoù labourerezh pe toullet hentoù nevez. Kalz stankoc’h eo deuet al lusk-mañ da vezañ e-korf an dek vloaz diwezhañ abalamour d’an niverenniñ tiez war ar maez, a zo sañset gwellaat ar c’has-degas lizheroù, hag abalamour d’ar wienn optikel a vez staliet dre ar vro.

Gwelet ez eus bet neuze, dindan berr amzer, anvadurioù gallek nevez savet diwar netra (doare "Rue des Pâquerettes"), o kemer plas anvioù a oa anezho dija e brezhoneg : anvioù kêriadennoù, hag a zo lec’hioù annez an dud hag o chomlec’hioù a-viskoazh, pe anvioù ar pezhioù-douar ma kaver an tiez warno.

Savet ez eus tud a-enep al lusk-mañ e Breizh, dreist-holl en un nebeud kumunioù e 2019, e-lec’h ma oa difoupet anvioù gallek nevez savet hep tamm diazez istorel ebet. Ha gant Kuzuliadeg tiriadel ar brezhoneg, strollegezhioù rannvro Breizh enni, ez eus bet embannet ur mennad war an dalc’h-se (Gwelet pelloc’h).

Koulskoude n’eo ket tonket al lusk-mañ da vezañ. Gant pep Kuzul-kêr emañ ar galloud evit diazezañ anvioù nevez. Hag evit gwareziñ ha lakaat war wel hor glad lec’hanvadurel dibar, savet abaoe ouzhpenn ur milved zo, e c’hall ar C’huzul-kêr ober kement-mañ pa vez ezhomm da gaout anvioù :

  • Adtapout an anvioù-lec’h a zo anezho dija.
  • Chom hep degas ar spizer « Lieu-dit » dirak an anv-lec’h, dre ma n’eo ket bet un tamm anezhañ, gwech ebet.
  • Chom hep krouiñ anvioù artifisiel e-plas an anvioù a zo.
  • Skrivañ an anvioù brezhonek en un doare reizh ha lakaat ober gant ar stummoù reizh hepken.

Skouerioù

Lakaomp e vefe ezhomm da niverenniñ tiez en ur gêriadenn anvet Kerbrat ha da reiñ anvioù d’an hentoù a zo enni. An diskoulm simplañ ar gwellañ, hag a zegas nebeut a cheñchamantoù evit an holl, eo adtapout an anv Kerbrat end-eeun pe, hag a zo gwelloc’h c’hoazh, e stumm mat Kerbrad, ha reiñ anezhañ d’an hentoù a zo er gêriadenn. Trawalc’h eo niverenniñ an tiez e-giz-mañ neuze : 1 Kerbrad, 2 Kerbrad, 3 Kerbrad, ha kement zo, ma vez implijet an doare ordin da niverenniñ, peotramant 114 Kerbrad, 121 Kerbrad, 132 Kerbrad, ha kement zo, ma vez graet diouzh an niverenniñ metrek.

Pa vez stank-tre an tiez ha niverus an hentoù eo gwelloc’h adtapout un nebeud anvioù pezhioù-douar, e-lec’h m’eo bet savet an tiez, ha reiñ anezho da hentoù zo, ouzhpenn anv ar gêriadenn e-unan.

Evel-se, e Gwerliskin, ez eus bet roet ar stumm reizh Park ar Beleg d’an annez a zo bet savet er pezh-douar Parc ar belec er c’hadastr, ha tra ken. Gwelet dindan ur skeudenn eus ar panell a zo war ar plas ha tammoù tennet eus ar c’hadastr a-vremañ, eus kartenn an IGN (Géoportail) hag eus kartenn an Diaz Chomlec’h Broadel (Base Adresse Nationale). War an daou dres-mañ e weler niverennoù an tiez, chomlec’hioù an dud o vezañ 2 Park ar Beleg, 3 Park ar Beleg, 4 Park ar Beleg, ha kement zo.

Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ
Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ

Sturlevr war an anvadurioù nevez ha niverenniñ an tiez

An tiez-kêr, hag an holl frammoù a labour war an dachenn-se, a gavo amañ ur sturlevr pleustrek ha klok, a zo mat d’ober gantañ forzh pelec’h e vefe, pa vez ezhomm da gaout anvioù hentoù nevez.

Savet eo bet gant S.S.D (Servij Stlenn Douaroniel) Bro Brest, e kenlabour gant S.D.T.S. 29 (Servij-departamant an Tanioù-gwall hag ar Sikourioù Penn-ar-Bed), La Poste, melestradurezh an Arc'hant Publik (evit ar c’hadastr), Mégalis Bretagne hag an OPAB.

E peseurt mod doujañ al lec’hanvadurezh vrezhonek pa vez dav krouiñ anvioù hentoù a vez displeget pajennoù 13 ha 18-20 dreist-holl.

Teuliad da bellgargañ war lec’hienn internet Bro Brest : Guide d’accompagnement à la dénomination et à la numérotation des voies

Mennad Kuzuliadeg tiriadel ar brezhoneg, 17-10-2019

Izili ar c'hKTAB :

  • Kuzul-rannvro Breizh
  • Kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor, ar Mor-Bihan hag Il-ha-Gwilen
  • an DPKEoù ouzhpenn 30.000 a dud o chom enno
  • ar strollegezhioù etrekumunel all ha kumunioù ar rannvro, dileuriet gant peder skolaj
  • Kuzul armerzhel, sokial hag endro ar rannvro (KASER)
  • Kuzul sevenadurel Breizh
  • Ofis publik ar brezhoneg

« Evit al lec’hanvadurezh nevez (hentoù, takadoù, karterioù, savadurioù, kumunioù nevez, kumuniezhioù…) e embann ar Guzuliadeg tiriadel eo emsav ober gant ar brezhoneg ha gant diazezoù sevenadurel hag istorel lec’hel pe rannvroel pa vez krouet lec’hanvioù nevez, hag a vo merkoù en endro-buhez an annezidi evit an amzer da zont hag en identelezh pep tiriad. Hag e-se e ne vo ket kemeret perzh el luskad boutinaat hag a vez distaolet gant ar boblañs muioc’h-muiañ, diouzh un tu, ha diouzh egile, gras d’an anvadurioù nevez gallout diazezañ gwelloc’h sell an holl dud war o ziriadoù, da lâret eo bezañ tommoc’h ouzh ar re-mañ.

« Harpañ a ra ar Guzuliadeg tiriadel ar strollegezhioù a gas politikerezhioù a ya war an tu-se e Breizh hag erbediñ a ra, harpet ouzh Ofis publik ar brezhoneg hag e vailhoni :

« mirout, gwareziñ ha lakaat war wel ar glad lec’hanvadurel a zo ;

« poaniañ d’ober gant ar brezhoneg hag an istor lec’hel pa vez dibabet anvadurioù nevez. »

Kasit ar pennad-mañ da dud all