Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distreiñ da roll an dielloù

personne désorientée D'an 19/12/2019

Den en deus kudennoù evit en em lec'hiañ en egor pe en amzer.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
den diheñchet1 vot 5 %
den distur6 vot 30 %
den kilhet 2 vot 10 %
den saouzanet8 vot 40 %
den trefuet1 vot 5 %
den trubuilhet2 vot 10 %

7Diwar-benn ar sontadeg

0Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù7

  • Denez d'an 31/12/19 e 08h54
    Demat deoc'h, Soñj a ra din daou dra hon eus amañ. Pe ur gudenn empenn, hag a c'hell bezañ evit ur prantad amzer hir, pe just kollet an hent er c'hoadoù pe en ur gêr vras ar pezh a zo un dra boutin hag a c'hoarvez da bep hini ac'hanomp. Implij a rafen saouzanet evit ar stad kentañ (evel e oa lavaret er C'hap : "un den kollet ar bousol gantañ" ha n'eus [...]
  • Yann d'an 27/12/19 e 18h58
    A gav din e roll ar c'hinnigoù, n'eus nemet "den saouzanet" evit klotañ gant an displeg-ster. Ma ne fazian ket, amañ vez anv deus un den klañv.
  • Tomaz d'an 19/12/19 e 23h51
    Me gav vefe gwell lavarout : "den diheñchet" eget "den distur"... ha dibab a ran "saouzanet" a zo c'hoazh gwelloc'h.
  • Gildas d'an 19/12/19 e 17h18
    E geriadur AlLiamm 2014p.711:"saouzaniñ...s'égarer (ne plus trouver son chemin)"
  • Gireg d'an 19/12/19 e 15h51
    den trefuet
  • Yann-Fañch d'an 19/12/19 e 10h21
    Evel un den kilhet ha saouzanet on bet etre daou ivez... etre un den trubuilhet hag unan distur.
  • Jil d'an 19/12/19 e 09h02
    Etre daou on bet, etre saouzanet ha trubuilhet...

Heuilhit ac'hanomp war

facebook twitter

An evezhiadennoùdiwezhañ

a Few information for english speakers