Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kontour.ez divyezhek e Diwan

Lec'h : Plijidi ha Karaez

Framm : Diwan Breizh

Tachenn : Kontouriezh

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : An abretañ ar gwellañ

Deskrivadur ar post :

Emañ Diwan Breizh o tuta ur g·c’hontour·ez divyezhek evit ar skolaj e Plijidi hag al lise e Karaez.

Dindan atebegezh renerezhioù ar skolaj hag al lise e labouro an den gant teñzorourien an AEPoù.

Skoazellet e vo gant sekretouriezh an 2 skol ha gant an dud-dave er gevredigezh evit kas da benn ar c'hefridi.

Rannet e vo an amzer labour etre an daou lec'h.

- Ober war-dro ar gontouriezh hollek (adalek ar skriturioù betek ar bilañs ha kontoù ar bloaz)

- Sevel fakturennoù ar familhoù hag ar pratikoù,

- Enkefiañ, heuliañ ar paeamantoù, gwiriekaat ar c’hontoù-bank

- Merañ sokial (nebeutoc’h eget 10 implijad) : kevratoù labour, fichennoù gopr, disklêriadurioù sokial

Profil :

Brezhoneg komzet ha skrivet dre ret

Stummet war ar chontoù : BTS, DUT, Aotreegezh pe muioc'h

Skiant-prenet 3 pe 5 bloaz en un embregerezh pe en ur gevredigezh

Skiant-prenet war al lodenn sokial a vo deuet mat

Bezañ emren, aketus, plijet da gaout darempredoù

Kas ur CV hag ul lizher emginnig

Darempred : Diwan Breizh

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all