Lec'h : Laz
Framm : Keit vimp bev
Tachenn : Kazetennerezh
Doare : Darnamzer (24e/sizhun) (Kevrat tremenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : D'an 22 a viz C'hwevrer 2021
Emañ Keit Vimp Bev o tuta un den divyezhek evit ober war-dro ar gazetenn viziek Rouzig.
Kefridioù
Krouiñ c'hoarioù, ijinañ rubrikennoù, skrivañ istorioù a-wechoù, urzhiadiñ tresadennoù
Maketenniñ
Merañ ar velestradurezh (kevratoù, gopr an dreserien…).
Mestroniañ ar brezhoneg dre skrid ha dre gomz
Bezañ en e/he aez gant ar meizantoù da implijout : InDesign, Photoshop pe c'hoazh gant ar rouedadoù sokial
Dav vo bezañ emren da vat, dezhañ/dezhi da verañ an danvez
Pellabour a c’hell bezañ graet nemet e vo goulennet dont war al lec’h un devezh ar sizhun, d’ar Yaou moarvat.
Hag e vo goulennet bezañ e Laz 4 devezh ar sizhun etre an 22/02 hag ar 4/03, eus al Lun d'ar Yaou.
Kas ul lizher emginnig hag ur C.V. da (dre lizher pe dre bostel) :
Darempred : Keit vimp vev - 22 Grand Rue 29520 LAZ