Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kargad.ez a gehentiñ evit ar scop Roudour

Lec'h : Karaez

Framm : Roudour

Tachenn : Kehentiñ

Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : Here 2020

Deskrivadur ar post :

Roudour zo un aozadur stummañ war ar brezhoneg hag a ginnig stummadurioù hir ha berr war ar brezhoneg, war al lec'h, a-bell hag hironet. Dek implijad a ya d'ober Roudour en deiz a hiziv, seizh anezho o vezañ kevelourien eus ar scop.

Emañ Roudour o tuta un den karget eus ar c'hehentiñ. H.e labour e vo brudañ ar stummadurioù hir hag a vo aozet e miz Genver 2021. Evit se ez aio e darempred gant ar frammoù ha kevredigezhioù war al lec'h. Brudañ a raio ar stummadurioù war ar genrouedad hag ar rouedadoù sokial. Aozañ a raio darvoudoù brudañ ivez.

Profil :

Gouzout brezhoneg (live B2 da nebeutañ)
Gouzout implijout ar rouedadoù sokial
Daremprediñ aes
Gouzout ober gant meziantoù pajennaozañ, maketenniñ, frammañ video

Post e Kemper, live D eus emglev a-stroll an aozadurioù stummañ. 24 eur/sizhun.

Kevrat termenet he fad 3 miz, hag a c'hallfe bezañ astennet, diouzh an disoc'hoù. Da gregiñ ganti e penn kentañ miz Here

Emstrivadur (dindan stumm video kentoc'h) a-raok ar 27/09/20

Darempred : Sedrig Laur - Merour - Pgz : 06 28 18 18 01

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all