Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Den karget da heuliañ an embann e brezhoneg

Lec'h : Sant-Brieg

Framm : TES - Ti-embann ar Skolioù - Rouedad Canope

Tachenn : Embann treuzvedia

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen he fad)

Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu

Deskrivadur ar post :

Kas da benn ar raktresoù dafar pedagogel savet gant skipailh an embann treuzvedia, en ur zoujañ da linenn stur an ti-embann hag en ur gemer harp war ar budjed, ar skipailhoù tud hag an dafar teknikel roet evit se, en diabarzh, ha, ma vez ezhomm, en diavaez.

Labouriù pennañ :

• Sevel doser melestradurel ha teknikel an embannadurioù, a-gevret gant ar re a labouro warne (ar skipailhoù embann ha produiñ, an aozourien, an arbennigourien bedagogel…).

• Kemer perzh e savidigezh ar raktresoù embann hag o budjedoù. Kemer perzh e savidigezh ar marc’hadoù publik (kaier ar c’hargoù). Reiñ e soñj war ar pajennaozañ.

• Dielfennañ ha keñveriañ koust an dibaboù teknikel posupl. Sevel steuñv an arc’hant, ar c’hevratoù hag ar rakprizioù. Klask kevelerezhioù arc’hant ma vez ezhomm.

• Heuliañ sevenidigezh ar raktresoù, en ur deurel pled eus pep pazenn eus chadenn an embann, eus an amzer, eus ar gwir, eus an arc’hant, eus karg pep hini en diabarzh evel en diavaez.

• Dasparzh an titouroù ret d’ar skipailhoù.

• Ober rentaoù-kont pa vo echu ar raktresoù. Priziañ al labour graet (bilañsoù, rentaoù-kont obererezh) evit sikour kemer divizoù evit ar raktresoù all.

• Gouzout penaos lakaat war wel an oberennoù embannet ha penaos skignañ anezhe.

• Chom war evezh e tachenn deknologel an embann.

• Rannañ ar pezh a oar eus ar reizhiad desaverezh (pedagogiezh, skolioù…), hag eus ar c’hentañ derez peurgetket, gant e genlabourerien. Sikour ar skolaerien da implijout an dafar produet gant TES.

Profil :

Mestroniañ ar brezhoneg skrivet, komzet

Bachelouriezh + 3 da nebeutañ (aotreegezh, aotreegezh vicherel)

Mat e vefe bezañ bet labouret en ur post heñvel

Post-labour digor da gargidi ar velestradurezh publik pe kevrat gwir foran didermen he fad (CDI)

Digor d’ar re n’int ket kargidi : ya

Kas ur CV hag ul lizher emginnig dindan .pdf hepken an abretañ ar gwellañ

Darempred : D'an it. Renerez Canope Breizh - Broioù al Liger

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all