Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Rener-ez Kreizenn Dudi diavaez skol ha troskol

Lec'h : Gwengamp

Framm : Ti ar Vro Gwengamp

Tachenn : Buhezañ / Merañ

Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : D'ar 1añ a viz Gwengolo 2020

Deskrivadur ar post :

Sevel ha lakaat e pleustr raktresoù pedagogel un degemer dudi hep herberc'h (DDHH) diavaez skol ha troskol e brezhoneg e liamm gant ar raktres "desevel e brezhoneg" en ur genlabourat gant ar skipailh buhezañ.
Merañ ar skipailh buhezourien (tutañ, stummañ, ren).
Ijinañ ha buhezañ gant ar skipailh buhezañ ar vuhez pemdez hag an obererezhioù.
Teurel evezh da lakaat e pleustr ar reolennoù yec’hed ha surentez.
Kemer perzh evit sevel ar budjed hag e lakaat e pleustr.
Kemer perzh evit merañ ar melestradurezh (diskleriadurioù TAM ha KGT, enskrivadurioù, predoù…)
Kemer perzh evit brudañ ha kehentiñ.
Klask war-lerc’h ha diorren kevelerezhioù.

Profil :

Brezhoneg, komzet, skrivet, lennet (ul live C1a vefe deuet mat).
Diplom DARE (pe par).
Anaoudegezh war reolennoù an degemerioù stroll evit ar vinored.
Bezañ gouest da vuheziñ ur skipailh.
Bezañ barrek war dachenn ar merañ melestradurel.
Mestroniañ ar stlenneg.
Aotre bleniañ B

Skiant-prenet goulennet
Mat e vefe d’an den bezañ gant ar c’hoant da chom e-pad pell e bro-Gwengamp
Kevrat darn amzer evit kregiñ a c’hellfe emdreiñ war-du ur gevrat didermen.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig

Darempred : Ti ar Vro Gwengamp - 3 plasenn Maez ar Roue 22200 GWENGAMP - Pgz : 02 96 44 27 88

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all