Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kelenner.ez war ar brezhoneg

Lec'h : Su Bro Gerne

Framm : Mervent

Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien

Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : Miz Gwengolo 2020

Deskrivadur ar post :

Emañ Mervent o tuta un den divyezhek evit kelenn ar brezhoneg d'an oadourien er c'hentelioù-noz ha d'ar vugale er c'hentelioù tañva er skolioù.

Profil :

Aotreegezh war ar brezhoneg, DBY live C1 (brezhoneg komzet ha skrivet mat)

Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ azasaet d’ar vugale ha d’an dud deuet

Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien

Aotre bleniañ ret

Kas ur CV hag ul lizher emginnig a-raok ar 25 a viz Eost 2020

Darempred : Ao. Kenbrezidant - Mervent - BP 29 - 29720 PLONEOUR-LANWERN - Pgz : 02 98 87 72 41

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all