Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Karget a gehentiñ

Lec'h : Rieg

Framm : Ti ar Vro Kemperle

Tachenn : Kehentiñ ha brudañ

Doare : Darnamzer (16 eurvezh/sizhun) (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : Adalek ar 24 a viz Eost 2020 betek an 19 a viz C"hwevrer 2021

Deskrivadur ar post :

Emañ Ti ar Vro Kemperle o tuta un den divyezhek a vo karget eus ar c'hehentiñ evit ar festival Taol Kurun :

Buheziñ ha diorren an darvoudoù war ar rouedadoù sokial

Adnevesaat an titouroù e lec’hienn internet Ti Ar Vro

Brudañ ar festival : sevel an teuliadoù evit ar c’hazetennoù, skritell, levrig, rentaoù-kont…

Kas ar pedadennoù ha nevesaat roll an darempredoù

Eskemm gant ar mediaoù lec’hel ha rannvroel (radioioù, skinwel,…)

Staliañ ar panelloù henchañ ha titourañ (ha tennañ anezhe kuit pa vo echu ar festival)

Buheziñ ar rouedadoù sokial war-eeun (fotoioù, videoioù…) e-kerzh an abadennoù pouezusañ (digoradur, atalieroù, sonadegoù, kevelerezhioù…)

Kemer perzh en emvodoù prientiñ.

Luskañ an eskemmoù hag ar c’hendivizoù

Kas darvoudoù hervez ar brogrammadur (prezegennoù, eskemmoù…)

Profil :

Mestroniañ mat ar galleg hag ar brezhoneg dre skrid ha dre gomz.

Buhezek, barrek da gas da-benn ul labour dereat ha kempenn, aozet mat, gouest da labourat e-unan pe a-stroll.

Bout aes gant a bep seurt tud eus a bep lec’h, kaout ur spered digor ha kaout intrudu.

Anavezout sevenadur Breizh ha bed ar c’hevredigezhioù.

Barregezhioù war an urzhiataerezh.

Redioù ispisial : Bout dibres, labourat diouzh noz hag e-pad an dibenn-sizhun gwechoù zo.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig

Darempred : Ti ar Vro Kemperle : 06 73 88 19 48

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all