Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Luskour.ez radio

Lec'h : Pondi + pellabour

Framm : Radio Bro Gwened

Tachenn : Kazetennerezh

Doare : Darnamzer (70%) (Kevrat termenet he fad (bloaz) - (da c'houde didermen raktreset))

Post da bourvezañ d'an : D'ar 1añ a viz Gwengolo 2020

Deskrivadur ar post :

Sevel ha kas 2 abadenn eus un eurvezh bep sizhun (KREIZ MINTIN)

Mont da welet brezhonerien-ezed (Bro Gwened) ganet gant ar yezh, hag o enrollañ evit sevel an abadennoù.

Frammañ an enrolladennoù

Kenlabourat gant ar skipailhad (ha dreist-holl gant pennlusker Kreiz Mintin)

Sevel reportajoù ha kemer perzh en abadennoù en diavaez (platoioù radio war-eeun : festoù-noz, sonadegoù, festivalioù...)

Kas atalieroù pedagogel tro-dro d’ar radio

Profil :

Brezhoneg flour (a vro Gwened)

Aes gant ar gomz, ar sannadur, distagañ mat ar gerioù

Anavezout benvegoù ar frammañ (n'eo ket dre ret met brav e vefe)

Anaoudegezh eus tachenn Radio Bro Gwened

Skiant-prenet en ur radio a vefe brav

Aotre bleniañ hag un oto a zo ret dehañ/dehi endevou

Kas ur CV hag ul lizher emginnig en div yezh a-raok an 31 a viz Gouere

Darempred : Gael Le Du

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all