Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kazetenner.ez e

Lec'h : Pondi ha/pe Gwened

Framm : Brudañ ha Skignañ

Tachenn : Kazetennerezh

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu

Deskrivadur ar post :

Bezañ karget eus an abadenn doereioù « Keleier ar Vro » savet gant skipailhad kazetennerien Brudañ ha Skignañ, skignet war Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Arvorig FM ha Radio Kerne.

Kinnig an abadenn, sevel ha frammañ an atersadennoù.

Labourat abred da vitin ha d’an dibenn-sizhun.

Stummadur diabarzh ha diavaez.

Post-labour staliet e Radio Bro Gwened e Pondi pe e Gwened.

Profil :

Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1).

Bezañ aes gant an urzhiataer (heuliadenn Office, Audacity, Reaper...).

Skiant-prenet e bed ar radio hag ar c’hazetenniñ degemeret mat. Deraouidi degemeret mat ivez.

Bezañ emren ha labourat a-skipailhad.

Gopr hervez emglev ar gazetennerien.

Bout gant an aotre-bleniañ hag un oto.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig

Darempred : Erwan Blanchard 06 76 62 66 36 pe Gael Le Du 02 97 25 14 00

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all