Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

GWAASM e Diwan

Lec'h : Kistreberzh

Framm : Skol Diwan Kistreberzh

Tachenn : Bugaligoù / Kempenn

Doare : Darnamzer (20e/sizhun) (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : Dibenn miz Eost

Deskrivadur ar post :

Emañ Skol Diwan Kistreberzh o tuta ur skoazeller(ez)-vamm evit an distro-skol :

- degemer ar vugale hag ar gerent gant ar skolaer
- sikour ar bugel da vezañ emren
- teurel evezh ouzh surentez ha yec’hedoniezh ar vugale (spered ha korf)
- sikour da evezhiañ ar porzh
- sikour ar skolaer da brientiñ ha/pe ober war-dro an obererezhioù pedagogel
- kas ar vugale d'ar gantin, ober war o zro da vare kreisteiz, ar chouk.
- sikour ar skolidi da gomz brezhoneg. Ar skoaezeller-ez a ranko kemer perzh en un doare oberiant war an dachenn-se.
- kempenn ar salioù ha renkañ an dafar.

Profil :

Ul live mat e brezhoneg komzet a zo gwelloc’h evit ar post-mañ. (posubl eo heuliañ ur stummadur).

TGM Bugaligoù pe/fa DABU hetet.

Skiant-prenet war ar memes post, ur bloaz d’an nebeutañ a vefe mat.
Bezañ aozet mat, pasiant, plijet da labourat en ur skipailh.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig a-raok an 31 a viz Gouere 2020.

Emgavioù d'an 20 ha 21 a viz Eost.

Darempred : AEP Skol Diwan Kistreberzh

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all