Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kargad.ez diorren bugaligoù

Lec'h : Lec’hiad Ofis publik ar brezhoneg e Gwengamp

Framm : Ofis publik ar brezhoneg

Tachenn : Diorren

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : d'an 2 a viz Mae 2020

Deskrivadur ar post :

E diabarzh pol Studi ha Diorren an Ofis publik e vo karget ar gwazour pe ar wazourez da ziorren bezañs hag implij ar brezhoneg e bed ar vugaligoù.

Bez’ en.he do da gentañ da aozañ ha kas war-raok ar stignad kas ar brezhoneg d’ar vugaligoù er magourioù dre emellourien diavaez.

Rankout a raio ivez skoulmañ liammoù gant ar galloudoù publik (departamantoù, tiez-kêr, KGT) hag an dougerien raktresoù evit ma vo diorroet implij ar brezhoneg.

Profil :

Brezhoneg dre ret, live B2 de nebeutañ

BAC + 3

Barregezh da urzhiañ al labour ha bezañ prest da fiñval e Breizh

Anaoudegezh vat eus bed ar vugaligoù (reolenniadur)

C’hoant deskiñ hag ersavusted. Darempredoù aes gant an dud. Barregezh d’en em ober diouzh an degouezhioù ha da gaout intrudu.

Implij er rummad B

Aotre-bleinañ

Kas ur CV hag ul lizher emginnig en 2 yezh a-raok ar 15 a viz Meurzh 2020

Darempred : It. Prezidantez - Ofis publik ar brezhoneg - 32 bis straed ar Verzherien 29270 KARAEZ-PLOUGÊR - Pgz : 02 98 99 30 10

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all