Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kelenner.ez war ar brezhoneg

Lec'h : Montroulez ha bro Montroulez

Framm : KLT

Tachenn : Kelenn ar brezhoneg

Doare : Darnamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : D'ar 1añ a viz Gwengolo 2019

Deskrivadur ar post :

Emañ K.L.T. o tuta un den evit :

- Kelenn brezhoneg d’an dud deuet, dre gentelioù sizhuniek ha stajoù, war meur a live ;

- Reiñ un tañva eus ar brezhoneg er skolioù publik.

Profil :

Anaoudegezh mat eus ar yezh (DBY live B2 d‘an nebeutañ)

Bezañ stummet war kelenn ar yezhoù bev a vo deuet mat

Bezañ tapet skiant-prenet war ar c’helenn d’an dud deuet ha d‘ar vugale a vo deuet mat

Gouzout displegañ ar yezh diouzh live an deskarded

Gouzout ober diouzh tud ha liveoù a bep seurt

Bezañ madelezhus ouzh ar re all, kaout pasianted, bezañ startijenn gantañ / ganti

Bezañ gouest da labourat asambles gant ar gelennerien all

Aotre bleniañ hag ur c’harr-tan ret

Kas ur CV hag ul lizher emginnig a-raok an 30 a viz Gouere 2019

Darempred : KLT - 41 kae Bro Leon - 29600 MONTROULEZ

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all