Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Karget da ziorren un diaz roadennoù geriadurel

Lec'h : Karaez

Framm : Ofis Publik ar Brezhoneg

Tachenn : Geriadurezh

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : d'an 28 a viz C'hwevrer 2019

Deskrivadur ar post :

Emañ an Ofis Publik o tuta un den karget da voueta un diaz roadennoù e brezhoneg, sevel ur geriadur istorel eus ar brezhoneg embannet enlinenn.

Evit ar pep brasañ e vo labour an den boueta un diaz roadennoù geriadurel a ya d'ober un teñzor eus ar brezhoneg savet diwar mammennoù istorel skrivet.

Karget e vo an den da sevel ha da glokaat fichennoù geriadurel dre lakaat enno skouerioù implij tennet eus oberennoù dave.

A-feur ma tapo skiant e vo lakaet da dermeniñ gerioù ivez.

Profil :

Gouzout brezhoneg flour (live C1).

Bezañ dedennet gant ar brezhoneg skrivet hag an istor anezhañ, bezañ dedennet gant ar geriaduriñ.

Mestroniañ ar c'healioù yezhadurel.

Resister, reizhder ha barregezh emaozañ.

Doujañs d'an urzhioù labour.

Labour ouzh ur skramm.

Ingalded war al labour.

Bezañ dik ha barrek-mat da sipañ e spered e-pad pell.

Gouzout diouzh an ostilhoù bureveg (tizh bizskrivañ).

Labour emren, nebeut a zarempredoù gant an implijidi all.

Implij rummad B.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig en div yezh

Darempred : Itron Prezidantez Ofis publik ar Brezhoneg /Office public de la langue bretonne, 32 bis straed ar Verzherien, 29270 Karaez - Pgz : 02 98 99 30 10

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all