Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kazetenner.ez - Maketennour.ez

Lec'h : Laz

Framm : Keit Vimp Bev

Tachenn : Kazetennerezh

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu

Deskrivadur ar post :

Emañ ar gazetenn Ya ! o tuta un den d'ober war-dro ar maketenniñ ha merañ ar gazetenn bep sizhun.

Profil :

Live brezhoneg uhel goulennet (evit adlenn ha difaziañ, skrivañ pennadoù), live C1.
Gouest da aozañ pennadoù kazetenn e brezhoneg.

Aketus e-keñver buhez ha keleier Breizh, entanet o furchal hag o klask kompren mont en-dro ar gevredigezh, a-fet politik, buhez sokial, ekonomiezh, sevenadur...

Spered dielfennañ.

Gouiziegezhioù ledan war a bep seurt tachennoù.
Barrek a-walc'h war meziantoù PAO (Indesign, Photoshop).
Aotre-bleniañ B.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig

Darempred : Renerezh Ya ! - 22 Grand rue 29520 LAZ - Pgz : 02 98 26 87 12

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all