Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kenurzhier(ez)

Lec'h : Pleuwigner

Framm : Ti Douar Alre

Tachenn : Kenurzhiañ ha diorren

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : D'ar 17 a viz Ebrel 2017

Deskrivadur ar post :

Kenurzhiañ ha kas da benn (darempredoù, bruderezh, heuliañ ar c'hontradoù...) an abadennoù hag an oberezhioù kinniget gant Ti ar vro a-hed ar bloaz ; dreist-pep-tra « Douar Alre, gouel bemdez ».

En em gavet a ray ar g(c'h)oprad(ez) e-kreiz ar rouedad kevredigezhioù (daremprediñ, kelaouiñ, sevel raktresoù...).

Kenlodek e vo e labourioù ha dibaboù ar c'huzul-merañ evel e re ar rannoù labour e diabarzh an ti.

E darempred e vo gant servijoù an aozadurioù foran (kumunioù, kumuniezh kumunioù, departamant ar Mor-Bihan, Rannvro Breizh).

Karget e vo da sevel teuliadoù, da gas tresoù betek penn.

Profil :

Gouest d'ober dre gomz ha dre skrid gant ar brezhoneg.

Skiant-prenet e-keñver al labour er metoù kevredigezhel,

En e(he) aes en daremprediñ,

Gouest da gas tresoù da benn e-ser ur bare tud arall (gopridi arall ha tud a volontez vat).

Ret e vo bout gourdon diouzh ar benveger urzhiataerez boutin, e stad (stummadur posupl) da veraat ar c'helaouiñ (lec'hienn internet, newsletter, face-book...).

Kas ur CV hag ul lizher emginnig a-raok ar 15 a viz Meurzh 2017

Darempred : Prezidant Ti Douar Alre, 11 ru an Tanin 56330 PLEUWIGNER

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all