Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg

Aozet e vez bep bloaz Prizioù Dazont ar Brezhoneg gant an Ofis Publik ha Frañs 3. Ar pal eo lakaat oberoù nevez a dalvez da skouer evit an holl. Arc'hantaouet eo ar Prizoù gant Kuzul-rannvro Breizh (pep priz kentañ a ya 1500 euro gantañ, evit pep eil priz koulz hag evit pep trede priz eo 500 euro).

Prizioù dazont ar brezhoneg 2021

Ar rummadoù

7 rummad zo :

• Brezhoneger.ez ar bloaz

• Kevredigezh

• Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

• Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

• Levr gwellañ e brezhoneg

• Gwellañ sevenidigezh kleweled

• Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

Loreidi 2021

Rummad Brezhoneger.ez ar bloaz

Priz kentañ : Per Morvan evit e labour divent kaset war-zu an NTKK dieub

Eil Priz : Sandrine Lefebvre-Hubert evit bezañ desket brezhoneg ha savet levrioù evit ar vugale

Trede Priz : Stefan Carpentier evit e chadenn war You tube ma kinnig abadennoù obererezhioù korf

Rummad Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

Priz kentañ : Ti-Yec’hed Menez Are evit bezañ staliet ur panellerezh diavaez ha diabarzh

Eil Priz : Ti-kêr Gwern-ar-Sec’h evit bezañ savet ur politikerezh dalc’hus evit ar yezh

Trede Priz : Ti-kêr Lokeored evit bezañ digoret un hentad divyezhek en ur c'hKPE e-kreiz Penn-ar-Bed

Rummad Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

Priz kentañ : Edern Perennoù, klañvdiour evit kas bemdez e labour e brezhoneg

Eil Priz : Kerfood SARL (Carabreizh) evit panellerezh diavaez an embregerezh

Trede Priz : Le Finistère Assurance evit ar gevrat bag-vale kinniget e brezhoneg

Rummad Kevredigezhioù

Priz kentañ : Kentelioù an noz evit bezañ krouet al lec’hienn Mogidell evit deskiñ ar yezh enlinenn

Eil Priz : Raok evit kas ar brezhoneg war-raok e Kreiz-Breizh

Trede Priz : Ti ar Vro Gwened evit bezañ savet kentelioù kanañ a-bell evit ar vugale e-pad ar c’henfinañ

Rummad Levr gwellañ e brezhoneg

Priz kentañ : Mich Beyer evit he roman « Anna Skolan » embannet e ti an Alarc’h

Eil Priz : Erwan Hupel evit e roman « 'Gisti tout ! » embannet e ti al Liamm

Trede Priz : Kristian Braz evit e levr danevelloù « Kroashent-tro » emgannet e ti al Liamm

Rummad Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

Priz kentañ : Brieg Guerveno evit e bladenn « 'Vel ma vin » embannet e ti LP éditions pe stumm niverel

Eil Priz : Madelyn Ann evit « Din eo » ha kanaouennoù all (tonioù war ar Genrouedad)

Trede Priz : Nava, strollad Jañlug er Louel, evit ar bladenn « Peroked » embroduet

Rummad Gwellañ sevenidigezh kleweled

Priz kentañ : Perryn Bleunven evit he stirad « Zero lastez », produet gant Frañs 3 ha Kalanna

Eil Priz : « Krogit », produet gant Morzhol Prod

Trede Priz : Ar stirad « 13 munud e Breizh », produet gant Brezhoweb

Kasit ar pennad-mañ da dud all