Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg

Aozet e vez bep bloaz Prizioù Dazont ar Brezhoneg gant an Ofis Publik ha Frañs 3. Ar pal eo lakaat oberoù nevez a dalvez da skouer evit an holl. Arc'hantaouet eo ar Prizoù gant Kuzul-rannvro Breizh (pep priz kentañ a ya 1500 euro gantañ, evit pep eil priz koulz hag evit pep trede priz eo 500 euro).

Prizioù dazont ar brezhoneg 2024

Ar rummadoù

Web gwelet en he brasañ Al loreidi 2023 © Didier Echelard7 rummad zo :

• Brezhoneger.ez ar bloaz

• Kevredigezh

• Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

• Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

• Levr gwellañ e brezhoneg

• Gwellañ sevenidigezh kleweled

• Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

Loreidi 2023

Rummad Brezhoneger.ez ar bloaz

  • Priz kentañ : Alvan hag Ahez evit bezañ bet kanet e brezhoneg en Eurovision.
    Eil Priz : Jean-Patern Ars evit bezañ oberiant war ar c’helenn e brezhoneg e Noal-Muzilheg hag e bed ar c’hoariva.
  • Trede Priz : Loeiza an Duigoù a zo ur skrivagnerez yaouank e brezhoneg.

Rummad Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

  • Priz kentañ : Plougastell-Daoulaz evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 3
  • Eil Priz : Rostrenn evit bezañ lakaet ar brezhoneg en a-raok er gumun ha tuta brezhonegerien e servijoù ar gumun
  • Trede Priz : Pempoull evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 2

Rummad Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

  • Priz kentañ : Breizh Odisea ul lec’h sevenadurel e Landevenneg hag a zo bet troet e lec’hienn Internet e brezhoneg.
  • Eil Priz : Ouest-France evit bezañ lañset un heuliad podkastoù e brezhoneg, anvet Eus ur remziad d’egile.
  • Trede Priz : Skol vroderezh Pascal Jaouen evit an dibunadeg « A-Galon » hag ar c’hentelioù brezhoneg aozet evit implijidi an embregerezh.

Rummad Kevredigezhioù

  • Priz kentañ : Bannoù-Heol evit bezañ embannet « Ar Marc’h Dall ».
  • Eil Priz : Kevre breizhat ar vell-droad ouezelek evit brudañ ar vell-droad ouezelek e brezhoneg.
  • Trede Priz : Les Chats cosmiques evit ar c’hoari lizherennoù « Brezhle », un doare Wordle e brezhoneg.

Rummad Levr gwellañ e brezhoneg

  • Priz kentañ :« Kan ar mel » gant Yannig Audran (Al Liamm).
  • Eil Priz : « Fulenn » gant Yann-Charlez Kaodal (Al Liamm).
    Trede Priz :« Planedenn paotr e bluenn » gant Mich Beyer (An Alarc’h Embannadurioù).

Rummad Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

  • Priz kentañ : Elodie Jaffre, Awena Lucas, Yann Le Bozec Kanour Noz (Coop Breizh).
  • Eil Priz : Modkozmik Volume 1 (Embroduet).
  • Trede Priz : Startijenn Talm ur galon (Paker Prod)

Rummad Gwellañ sevenidigezh kleweled

  • Priz kentañ :« E Jardrin ur Stourmer » sevenet gant Mikael Baudu (France 3 Breizh). Testeni ha dielloù evit kontañ buhez Martial Menard, ur yezhoniour meur aet da Anaone 2016.
  • Eil Priz : « Disoñjal » sevenet gant Madeleine Guillo (All In One Production, Abordage Films). Kontañ a ra ar film istor koll ar brezhoneg dre istor ur vamm
    hag he mab.
  • Trede Priz : « Buhez ar Sant »heuliad sevenet gant Riwal Kermarrec ha Yann-Herle Gourves (France 3 Breizh). Buhez ar sent vreizhat, kontet en un doare fentus ha diseven.

Kasit ar pennad-mañ da dud all