Eus petra ez eus kaoz :
An dileuriadur Breizh e Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Publik Tiriadel en deus divizet lakaat stummadurioù war ar brezhoneg war-sav, goude kendivizoù gant Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor, Kuzul ar Mor-Bihan ha Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen.
Diwar skodenn eo ar stummadurioù-se : kinniget int e-barzh katalog stummadurioù KBMPT ha ne zegasont ket koustoù ouzhpenn evit ar strollegezhioù.
Graet e vo ar stummadurioù-se war al lec'h ar bloaz-mañ. 204 eurvezh a vo dre zalc’h, da lavaret eo 34 devezh e-pad ar bloavezh-skol 2021-2022.
Ar pezh a vo kinniget e 2021-2022 :
Adalek miz Gwengolo 2021 e vo kinniget ar stummadurioù da-heul :
Evit an deraouidi
- Gwengamp
- Brest
- Kemper
- Gwened
- Torigneg-Fouilharzh
Donaat
- Gwened
Evit lakaat e(he) anv : cecilia.hays@cnfpt.fr pe isabelle.haddad@cnfpt.fr (02 97 47 71 08)