Reizhskrivañ | ||||||
Kraf studiet | Diviz | Deiziad an diviz | ||||
skouer pe skwer | Derc'hel d'ar skrivad skouer gant -ou- | 14/11/2012 | ||||
Skrivañ an eur | Derc'hel d'ar rannadur hengounel etre daou benn-devezh 12 eurvezh, adalek 1 eur vintin betek kreisteiz hag adalek 1 eur goude merenn betek hanternoz. Chom hep merkañ an eur war 24 eurvezh ha neuze chom hep skrivañ traoù evel "da 18 e" | 14/11/2012 | ||||
Anv kêr-benn Aljeria | Skrivañ Aljer gant un r dibenn ha neket Alje. Aljerad hag Aljeriz o vezañ anv annezidi kêr hag Aljerian, Aljerianed anv annezidi ar vro | 27/02/2013 | ||||
moulañ pe moullañ | Degemer ar skrivad moullañ gant 2 ll. Lakaat 2 ll en holl c'herioù deveret ivez (moullerez, moulladenn, mouller...) | 27/02/2013 | ||||
berradur evit skrivañ an eur | Mar bez ezhomm da resisaat hag-eñ e reer anv eus a-raok pe goude kreisteiz e vo graet gant ar berradur a.m. evit a-raok merenn ha g.m. evit goude merenn. Gallout a reer chom hep lakaat ar pikoù. Da skouer : 7 e gm, 10 e am | 26/06/2013 | ||||
gwech pe gwezh | Ober gant gwech evel stumm diazez ha mirout gwezh evit skoueriekaat skridoù kozh pe evit skridoù rannyezhel | 26/06/2013 | ||||
dehou pe dehoù | Ober gant ar skrivad dehoù, gant an tired boud war an u dibenn. Da-heul skrivañ dehaouiad ha n'eo ket dehouiad | 26/06/2013 | ||||
'm hag 'z, raganvioù gour renet, goude un araogenn unsilabennek, ar rannoùigoù-nac'hañ ne ha na, ar rannig-hetiñ ra | Skrivañ : da'm zad ha n'eo d'am zad da'z kwelet ha n'eo d'az kwelet ne'm eus ket ha n'eo ket n'em eus ket na'z peus ket ha n'eo ket n'az peus ket ra'm digarezo ha n'eo ket r'am digarezo | 10/12/2014 | ||||
hen pe henn, raganv-diskouez | Skrivañ henn > betek-henn, evel-henn, goude-henn, hemañ-henn | 10/12/2014 | ||||
a-fet pe a-fed | Skrivañ a-fet | 10/12/2014 | ||||
en pe hen, raganv-gour | Mesket eo bet pep tra poent zo bet, henn ha en, skrivet hen o daou. Ar raganv-gour zo da vezañ skrivet en. Sk. “War an douar en taolas”. Erbediñ a ra ar C’huzul skiantel dilezel ar skrivadur hen | 09/12/2015 | ||||
Skrivad zz er gerioù amprestet | Gerioù euvret e brezhoneg distaget “dz”, diwar an italianeg, degemer an daouad : >pizza >pidza >mezzanin >medzanin Gerioù euvret e brezhoneg distaget “z”, chom gant ar reizhskivadur orin : >muezzin Gerioù estren implijet en un destenn vrezhonek : >mirout ar skritur er yezh orin skrivet en italeg : mezza voce | 16/05/2018 | ||||
Dibenn-ger -n(i)ez pe -n(i)ezh | Skrivañ -nezh ha -niezh >furnezh >hirnezh >hudurniezh >kaezhnezh >kuñvnezh >lovrnezh >lorgnezh >lorniezh >skuizhnezh | 13/04/2019 | ||||
Reizhskrivañ design ha designer e brezhoneg | Degemer an daouad >dizain, design >dizainer, designer | 03/07/2019 | ||||
e-biou pe hebiou | Skrivañ hebiou | 15/02/2023 | ||||
eh pe ec'h, rannig verb, er skridoù gwenedek | Skrivañ ec'h >e-men ec’h embannont ar levr nevez ? | 15/02/2023 | ||||
E-touez pe e-touezh | Ober gant : >e-touez >e-touezh er skridoù gwenedek | 15/02/2023 | ||||
Berradur eur, munut hag eilenn | Evit un implij pemdeziek : >e evit eur >mn evit munut >s evit eilenn Evit un implij skiantel pe arskiantel : >h evit eur >min evit munut >s evit eilenn | 15/02/2023 | ||||
Dibennoù-ger -oñs pe -on | Implijet e vo kentoc'h, hervez ar rummad : >anvioù binvioù sonerezh e -oñs : akordeoñs, violoñs... kentoc'h eget akordeon, violon >anvioù boued e -oñs : bouilhoñs, makaroñs, meloñs, sitroñs... kentoc'h eget bouilhon, makaron, melon, sitron... >anvioù danvezioù e -on : beton, karton, koton... kentoc'h eget betoñs, kartoñs, kotoñs... Lakaet e vo ar reolenn da dalvezout evit an termenoù eus ar memes kerentiad : akordeoñser, violoñser, sitroñsenn, betonerez, kotonek... | 25/10/2023 | ||||
Merzout pe merzhout | Skrivañ merzhout. Lakaet e vo ar reolenn da dalvezout evit an termenoù eus ar memes kerentiad : merzhadenn, merzhadenn, merzhata... | 25/10/2023 | ||||
Yezhadur | ||||||
Ger-mell da implijout dirak ar gerioù amprestet a grog gant j distaget dj | Ober gant ur hag ar > ar jazz > ur jean | 14/11/2012 | ||||
Lakaat ar ger-mell pe get dirak an anvioù annezidi a echu o liester en -iz | Erbedet eo chom hep lakaat ar ger-mell dirak an anvioù annezidi a echu o liester en -iz. Da skouer : "gwelet hon eus Brestiz en deiz all", "Tregeriz zo goapaerien". Pa vez termenet an anv e vez adlakaet ar ger-mell avat : "ar Roazhoniz-se", "an holl Gembreiz". En un heuliad anvioù annezidi e c'hall ar ger-mell distreiñ ivez, diwar genlevezon : "... an Amerikaned, ar Saozon hag ar Gembreiz" | 26/06/2013 | ||||
Jener ment | Ur ger nepreizh eo ment. Ment, ar vent, daou vent, a vent vras. Diwar-se e vo graet gant daouventek, trimentek | 26/06/2013 | ||||
Ger-mell da implijout dirak ar gerioù amprestet a grog gant ts- pe tch- | Ober gant ur hag ar > ar Tsar > ur Tchek Chom hep kemmañ er stumm benel hag el liester : ar Tsarez, ar Tsared ; ar Tchekez, ar Tcheked | 23/04/2014 | ||||
Kemmadur er gerioù a grog gant ps- | Chom hep ober kemmadur ebet er stumm benel pe liester > ar psikologourez > ar psikologourien | 23/04/2014 | ||||
Kemmadur pe get goude ar ger itron | En titloù ne gemmer ket ar ger a zeu goude itron >itron maerez >itron prezidantez | 10/12/2014 | ||||
Implij ar ger-mell pe get en troiennoù evel “à l’école Pêr-Jakez Helias », « la rue Jacques Cartier », « au Lycée Florence Arthaud » | Rankout a reer lakaat ar ger-mell en degouezh-se. Lavaret ha skrivet e vo evel-se : « er skol Pêr-Jakez Heliaz », « ar straed Jakez Karter » hag « el lise Florence Arthaud ». Gallout a reer lakaat da reolenn : Perc’henniezh > ger-mell ebet Astenn doareañ > ger-mell | 09/12/2015 | ||||
Kemmadur en anvioù-lec’h a zeu da zoareañ un anv strollegezh | Ne gemm ket an anvioù-lec’h pa zeuont da zoareañ un anv strollegezh pe anv un tiriad bennak : >Kumun Kastellin >Rouantelezh Belgia >Republik Montenegro NEMET goude kêr ha bro (m’eo an anv-lec’h anv ar vro end-eeun) : >kêr Bempoull >Bro-Dreger (un anv bro eo Treger) >Bro Kemper (Kemper n’eo ket un anv bro). Nemedennoù a c’hall bezañ evit ar ger kêr, en takad gwenedek pe evit an anvioù estren : >kêr Pondi | 23/11/2016 | ||||
Ober gant ar ger-mell pe get dirak an teskanvioù hag ar gwreskanvioù | Teskanvioù & gwreskanvioù brezhonek : ger-mell ebet nemet pa grog an teskanv pe ar gwreskanv gant ur vogalenn : >SAE >RBI >KEAV >KSB >SUA >an OPAB >an URSS Teskanvioù & gwreskanvioù diwar yezhoù all : ger-mell peurliesañ >ar PCF >an UNESCO >an USA Teskanvioù & gwreskanvioù diwar yezhoù all a grog gant K pe C gant ar soniad [k] : kemmadur heñvel ouzh ar gerioù gourel en unander, dre skrid ha dre gomz, ha pa grogfe an teskanvioù & gwreskanvioù gant ur ger benel er yezh orin. Kemmadur dre gomz ha notennet dre skrid, gant c’h skrivet gant lizherennoù bihan, stok-ha-stok a-raok ar berradur : >ar c’hCUAB >ar c’hCAPES >ar c’hCRIJ Teskanvioù & gwreskanvioù diwar yezhoù all a grog gant C gant ar soniad soniad [s] : kemmadur ebet, gourel eo ar ger : >ar CELIB | 23/11/2016 | ||||
Doc’h pe ouzh/diouzh pe douzh er skridoù gwenedek | Delc’her d’ober gant : >doc’h | 23/11/2016 | ||||
Kemmadur gant ar stagell pe en troiennoù | Kemmadur ebet pa vez ur gwir dibab d’ober etre 2 dra : >paotr pe plac’h >te pe kafe Kemmadur pa vez heñvel a-walc’h ster an 2 c’her: >tu pe du >mod pe vod >deiz pe zeiz >tra pe dra | 23/11/2016 | ||||
Jener ar gerioù enno ar bennrann rann- | Gerioù skrivet en un tamm : >an eil lodenn eo a ro jener ar ger : >ranndi > daou ranndi >rannbennad > daou rannbennad >rannved > daou rannved >rannvro > div rannvro | 14/06/2017 | ||||
Verb kaout displeget en unander pe el liester goude meur a hini... | Verb displeget el liester : >meur a hini o deus... | 03/04/2019 | ||||
Kemmadur gant kozh raklakaet gant un anv-kadarn benel, ur c’hozh lochenn pe ur gozh lochenn | Delc’her d’ober gant ar reizhiad klasel : >ur c’hozh lochenn >ur c’hozh gwezenn | 03/07/2019 | ||||
Gant pe get er skridoù gwenedek | Skrivañ : >get ha da-heul an displegadur gwenedek peurunvan : >genin >genis >getoñ >geti >genomp >genoc’h >gete | 03/07/2019 | ||||
Doare-divizout ar gwenedeg, par exemple labourhen, labourahen pe labourehen | Skrivañ : >labourahen >gwelahen >skuizhahen | 26/11/2019 | ||||
Doare da lenn ar bloaziadoù, par exemple 1532 : mil pemp kant daou ha tregont pe pemzek kant daou ha tregont | Lenn kentoc’h : >mil pemp kant daou ha tregont | 26/11/2019 | ||||
Ar vugaligoù pe ar bugaligoù | Ur c'hemmadur zo d'ober : >ar vugaligoù >an dudigoù, ar baotredigoù | 15/02/2023 | ||||
Skrivañ an deiziad | Evel-se e vez skrivet an deiziad : D’ar Meurzh 19 a viz Gwengolo 2023 pe Meurzh 19 a viz Gwengolo 2023 Koulskoude, evit implijoù zo (skritelloù, panelloù elektronek...) e c'hall bezañ graet gant ar stumm-mañ : Meurzh 19 Gwengolo 2023 | 25/10/2023 | ||||
Kemmadur dre vlotaat pe get pa vez doareet un anv-kadarn gant un anv-kadarn all | Kemmadur dre vlotaat pa vez doareet un anv-kadarn gant un anv-kadarn all : niverenn bellgomz, linenn dredan, kartenn-vank, skol glañvdiouriezh... Kemmadur ebet gant ur genitiv : kizellerien koad, c’hoarierien bouloù, marc’hadourien gwin, diwallerez bugale, kelennerien brezhoneg... Klaskerien bara ha botaouerien koad a vo skrivet eta. | 21/06/2024 | ||||
Troioù-lavar | ||||||
Mur des lamentations | Derc'hel d'an anv anavezet moger an daeroù | 27/02/2013 | ||||
LOL Laughing out loud, MDR Mort de rire | NAF Nag a fent | 10/12/2014 | ||||
Degemer mat pe Donemat | Degemer mat, hag a dalvez “bon accueil”, ne dro ket rik an droienn “bienvenue” met tremenet eo en implij, ha reizh eo, ken reizh ha Donemat hag a zo ur stumm a Vro-Wened kentoc’h. Dre-se ma vefe c’hoant d’ober gant un dra all estreget Degemer mat ez eo kentoc’h gant Deuet mat oc’h e vefe d’ober e-maez Bro-Wened. >degemer mat >deuet mat oc’h >Gw. donemat | 14/06/2017 | ||||
Treiñ Merci de votre réponse | >trugarez (deoc’h) evit ho respont | 03/07/2019 | ||||
Tipografiezh | ||||||
Pennlizherennoù | Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell etre un anv-bihan hag un anv-familh.
Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell en anvioù-lec'h e-kreiz un anv-lec'h
Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell en ur frazenn pe un droienn
Pennlizherenn d'ar ger-mell er panelloù pe er c'hartennoù pa vez implijet an anv en e-unan
| 14/11/2012 | ||||
Berradurioù an niveroù petvediñ | Kentañ : 1añ Eil : 2l Trede : 3e Trivet, teirvet : 3vet Pevare : 4e Pevarvet, pedervet : 4vet Pempvet : 5vet | 26/06/2013 | ||||
Skrivañ dre-se, gant-se, diwar-se, war-se, rak-se, e-se, kent-se, ouzhpenn-se, evit-se hag evel-se pe dre se, gant se, diwar se, war se, rak se, e se, kent se, ouzhpenn se, evit se hag evel se | Skrivet e vo gant ur varrennig-stagañ : dre-se, diwar-se, war-se... | 21/06/2024 | ||||
Doare da skrivañ an anvioù-gwan kevrennek hag an anvioù-gwan-verb kevrennek evit kreñvaat o ster | Ur varrennig-stagañ a vo lakaet bep tro : >bihan-bihan, skuizh-divi, tomm-berv, yen-sklas, du-pod... >korfet-kaer, souezhet-bras, difennet-groñs, tapet-berr... Pa vez doareet an anv-gwan-verb gant muioc’h eget un elfenn ne vo barrennig-stagañ ebet avat : >kavet mat a-walc’h, pintet uhel-mat... | 21/06/2024 |
E-touez kefridioù ar C'huzul skiantel emañ stabilaat ha divizout a-zivout reolennoù ar yezh skrivet. Respont a ra da ezhommoù ar vrezhonegerien. Embann a ra ar C'huzul erbedadennoù a denn d'ar c'horpus ha d'ar reizhskrivañ dreist-holl.
Ambroug a ra ar C'huzul skiantel labourioù an OPAB, gallout a ra respont da c'houlennoù ar frammoù kelenn, an embannerien, ar velestradurezh pe an hiniennoù a fell dezho kaout resisadurioù war krafoù yezh a bep seurt.
Divizoù ar C'huzul skiantel a vez lakaet da dalvezout gant skipailh an OPAB hag a vez roet brud dezho evit ma vint anavezet hag implijet gant ar pep brasañ goude-se.