Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Buhez foran

Kavet e vo amañ dindan troidigezhioù testennoù melestradurel pe geriadurioù a sell ouzh ar vuhez foran.

Ar vuhez foran

Web gwelet en he brasañ Ar vuhez foran Kavet e vo el levr-mañ ouzhpenn 1200 termen brezhonek gant o zroidigezh c'hallek. Geriaoueg ar panellerezh eo homañ, da lavaret eo e vo kavet enni an termenoù a vez implijet war vord an hentoù divyezhek pe war savadurioù an tiez-kêr ganto ur politikerezh yezh a-du gant implij ar brezhoneg.
81 p., 12x21 ISBN : 2-914841-00-0 Pellgargañ

Roll kumunioù Breizh

Web gwelet en he brasañ Holl gumunioù Breizh. Roll skoueriekaet divyezhek Ofis Publik ar Brezhoneg, ennañ an holl stummoù melestradurel e brezhoneg hag e galleg.

98 p., 21x21 ISBN : 2-914841-01-9

Roll kumunioù Breizh (2023)

Ar chomlec’hiañ

Web gwelet en he brasañAr chomlec'hiañ hag ar brezhoneg

Embannet en deus an OPAB un teul skeudennaouet gant un diverrañ eus ar pezh a zo d'ober e-keñver ar chomlec'hiañ gant binvioù nevez ar velestradurezh c’hall (lec'hienn Mes Adresses evit an tiez-kêr, an diaz BACHOB) ha kaout chomlec’hioù doujus ouzh glad lec’hanvadurel ar vro pe divyezhek.

Ar panellerezh-hent

Ar panellerezh-hent

Web gwelet en he brasañEmbannet en deus an OPAB un teul diwar-benn ar panellerezh-hent ma kaver reolennoù ha teknikoù an dachenn, asambles gant skouerioù hag ar menegoù implijetañ.

Ar c'hleweled

Ar c'hleweled

Web gwelet en he brasañ Kalzik a draoù nevez zo bet war dachenn ar c’hleweled e brezhoneg er bloavezhioù tremenet, koulz gant ar skinwel, ar skingomz hag ar Genrouedad. Muioc’h-mui a vrezhonegerien a labour war an dachenn-se : aktored, kazetennerien, teknikourien...
Pouezus e oa eta klask diorren ha diazezañ da vat geriaoueg teknikel ar micherioù-se. Tost da 500 termen diazez ar c'hleweled a gaver el levr-mañ, en o zouez aktor, rouedad hertsian, mediaouekaat....

42 p., 12X21 ISBN : 2-914841-19-1

An hent-houarn

An hent-houarn

Web gwelet en he brasañ Termenoù a denn d’an trenioù, d’ar porzhioù-houarn, da implijidi an hent-houarn.

Troidigezh vrezhonek ar c'hemennoù a vez lavaret gant ar gontrollerien en trenioù a gaver amañ.

Kasit ar pennad-mañ da dud all