Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dibab un anv-bihan brezhonek

Muioc'h-mui e plij an anvioù-bihan brezhonek d'an dud abalamour da veur a dra.

Ur roll kentañ

Setu ur roll ennañ un toullad anvioù-bihan brezhonek (evit gouzout hiroc'h, it e darempred ganeomp).

Distaget e vez an anvioù en un doare aes, evel ma vezont skrivet. Dav eo teuler evezh ouzh al lizherenn "g" memes tra : distaget e vez evel "gu-" e galleg pa n'emañ ket e dibenn ur ger ; en degouezh-mañ e vez distaget evel "k".

Ne vez ket lakaet skraboù war an anvioù brezhonek peurvuiañ.

Klikañ amañ evit pellgargañ deiziadur ar sent hag ar gouelioù.

D'ober petra reiñ un anv-bihan brezhonek d'e vugel ?

Peurliesañ e vez berr a-walc'h an anvioù-bihan brezhonek, enno 2 pe 3 silabenn, ha seniñ a reont brav. Puilh int, gant se eo aes da bep hini kavout unan hag a blijo dezhañ. Ouzhpenn-se e c'hall ur bern anvioù-bihan gourel mont da anvioù benel ken aes ha tra, n'eus nemet lakaat un -a e dibenn an anv. Gallout a reer ivez lakaat ouzhpenn, e dibenn pep anv, al lostger bihanaat karantezus "-ig" (evel Yann/Yannig, Anna/Annaig).

Dibab un anv-bihan evit e vugel n'eo ket un dister dra. Merket e vez identelezh ar vugale gant o anv-bihan a vo miret ganto e-pad o buhez. Tra m'emaomp en ur mare distabil, gant ar bedelaat o vont war-raok, e kaver merkoù stabil gant an anvioù-bihan brezhonek. Ha pa vefe ganet ho pugale e Breizh pe e lec'h all e vo o anv-bihan evito kement hag ur sichenn a c'hallint kemer harp warni, ur bazenn e-barzh istor o fersonelezh.

Liammet eo kement anv zo ouzh un ijin boutin d'an holl. Kozh-tre eo an anvioù-bihan brezhonek ; deuet e oa an darn vrasañ anezho war wel er 5vet pe er 6vet kantved d'an nebeutañ, pa zegouezhas ar Vretoned eus Enez-Vreizh (Breizh-Veur hiziv an deiz) d'en em staliañ en Arvorig. Kavet e vezont stank en anvioù-lec'h. Meur a hini, evel Arzhur, Izold pe Marzhin, zo stag ouzh mojenn ar roue Arzhur.

Kasit ar pennad-mañ da dud all