Kefridi an Ajañs diorren eo harpañ kelennadurezh ar brezhoneg d'an holl, eus ar vugaligoù d'an dud vras, ha broudañ an dud d'implijout ar brezhoneg e kement rann a zo er gevredigezh.
An OPAB en deus kemeret perzh pe buhezet 1077 emvod war ar prantad 2015-2023 evit digeriñ al lec’hioù nevez er 1añ derez publik.
Pa 'z eo kefridi diazez an ajañs brudañ ar brezhoneg e vez roet lañs ganti da-geñver koulzadoù brudañ etrezek tud resis (stummadurioù evit oadourien…).
Kemer a ra perzh ivez e saloñsoù arbennikaet (saloñsoù evit liseidi ha studierien dreist-holl) abalamour da reiñ titouroù d'ar re yaouank war ar micherioù a c'haller kavout pa vezer barrek war ar brezhoneg.
Dre vras emañ e darempred gant ar mediaoù hag an holl aozadurioù a sell ar brezhoneg outo.
Frammañ ha diorren ar c'hinnig war dachenn ar c'helenn divyezhek, a vez stummet gantañ brezhonegerien da vat, zo unan eus chanterioù pennañ an Ofis Publik.
Labourat a ra an Ajañs evit kas an traoù war an tu-se asambles gant meur a geveler : ar Rektorelezh, an tiez-kêr, ar REGEK (renerezh eskopti ar gelennadurezh katolik), Diwan ha kevredigezhioù tud ar skolidi.
Evit lakaat ar brezhoneg da vont war-raok evel zo dleet eo dav reiñ e blas dezhañ er gevredigezh.
Gant an ajañs e vez roet sikour d'ar re a fell dezho ober traoù da vont war an tu-se ha dreist-holl e vez broudet ar strollegezhioù, an embregerezhioù hag ar c'hevredigezhioù da reiñ lañs d'ar politikerezhioù yezh.
Pal ar c'houlzad Ya d'ar Brezhoneg, just a-walc'h, eo lakaat an holl obererien war an dachenn sokial da vezañ lodek en amzer-da-zont ar yezh, koulz ar gevredigezh keodedel hag ar strollegezhioù. Ar servij a sikour sinerien ar garta hag aliañ a ra anezho war an doare da gas o raktresoù da benn.
Bep bloaz e vez kenaozet Prizioù dazont ar brezhoneg gant an Ofis Publik ha Frañs 3.
Lakaat war wel an oberoù nevez hag a ro lañs d'ar brezhoneg eo pal ar Prizioù, a zo arc'hantaouet gant Kuzul-rannvro Breizh (ur sammad arc'hant a 1500 euro a ya gant pep 1añ priz, 500 euro gant an 2l hag an 3e priz).
7 rummad zo : brezhoneger ar bloaz, embregerezh, framm publik, kevredigezh, kleweled, levr a faltazi ha pladenn.