Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ar brezhoneg

Ar yezh

Ur yezh indezeuropek eo ar brezhoneg ; komzet e vez abaoe ouzhpenn 1500 vloaz. Ur yezh keltiek eo ha ne vez kavet nemet e Breizh. Ken abred hag an VIIIvet kantved eo bet skrivet ar brezohneg. Ur yezh kar-tost d'ar c'henrneveureg ha d'ar c'hembraeg komzet e Breizh-Veur eo. Hiziv an deiz ez eus e-tro 225 000 a dud a gomz brezhoneg war ar pemdez.

He statud

Adalek ar bloavezhioù 50 eo chomet a-sav treuzkas ar brezhoneg er familhoù en abeg d'an diouer a statud lezennel ha dre m'eo bet argaset tost da vat ar yezh eus ar vuhez foran hag eus ar skolioù betek nevez zo. Setu perak eo bet renket ar brezhoneg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù en arvar da vont da get.

Ul lañs nevez

Koulskoude, abaoe ar bloavezhioù 80 ez eus lañs en-dro gant ar brezhoneg. Muioc'h-mui e vez kelennet a-drugarez d'ur rouedad skolioù divyezhek stankoc'h-stankañ. Bep bloaz e kresk an niver a oadourien a zesk anezhañ hag en em zispakañ a ra ar yezh er vuhez foran muioc'h-mui.

Kasit ar pennad-mañ da dud all