Ar yezhoù n'int ket skornet anezho. Emdreiñ a reont hag en em vagañ diwar gement tra a zo en-dro dezho.
Ar brezhoneg zo ur yezh eus Europa hag a vev en un endro kevredigezhel diorroet mat. Pa vank gerioù dezhañ evit ober anv eus an dra-mañ-tra e teu da vezañ breskoc'h, koll a ra lañs ha diwar se e rank strivañ evit emdreiñ ha mont diouzh an amzer a vremañ. Penaos ezteuler soñjoù, talvoudoù pe anaoudegezhioù ha skiant-prenet tra ken, paneve dre ur yezh voutin ? Ha penaos deskiñ un ouiziegezh da dud all ma ne vez ket eus ar gerioù ret evit se ?
E lodenn gentañ an XXvet kantved e veze savet gerioù nevez gant an dud en un doare naturel. E-giz-se ez eus bet roet pep a anv resis d'an holl vekanikoù a veze implijet el labour-douar d'ar mare-se. Met eus un tu, peogwir ne vez ket krouet nemeur a c'herioù ken en un doare naturel abalamour ma'z eo aet plas ar brezhoneg war zigreskiñ er gevredigezh, hag eus an tu all pa ya emdroadur an teknikoù war vuanaat bepred, eo ret ober gant doareoù nevez abalamour d'ar brezhoneg da c'hallout chom ha/pe dont da vezañ adarre ur yezh daremprediñ sokial.
Bastañ a ra TermBret d'an ezhomm-se gant ul labour enklask a-fet termenadurezh ha skoueriekaat korpus ar yezh.
En diaz ez eus 89657 termen ha setu ur skouer anezhañ :
anémone à feuilles de narcisse, anémone à fleurs de narcisse : gwentlouzaouenn-bleunioù-foeon
Goulenn ouzhpennañ e diaz TermOfis