Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg

Aozet e vez bep bloaz Prizioù Dazont ar Brezhoneg gant an Ofis Publik ha Frañs 3. Ar pal eo lakaat oberoù nevez a dalvez da skouer evit an holl. Arc'hantaouet eo ar Prizoù gant Kuzul-rannvro Breizh (pep priz kentañ a ya 1500 euro gantañ, evit pep eil priz koulz hag evit pep trede priz eo 500 euro).

Prizioù dazont ar brezhoneg 2024

Ar rummadoù

Web gwelet en he brasañ Al lid 2024 © Didier Echelard
7 rummad zo :

• Brezhoneger.ez ar bloaz

• Kevredigezh

• Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

• Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

• Levr gwellañ e brezhoneg

• Gwellañ sevenidigezh kleweled

• Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

Loreidi 2024

Rummad Brezhoneger.ez ar bloaz

  • Priz kentañ : Nolwenn Le Dissez, ortofonourez. Kinnig a ra kuzuliadennoù e brezhoneg.
  • Eil Priz : Christelle Chevallier-Gaté, stummerez ha psikologourez. Savet he deus an embregerezh Heol al Loar a c’hall skoazellañ an dud e brezhoneg.
  • Trede Priz : Thomas André, ur skiper yaouank eus Brest hag en deus kemeret perzh er Mini Transat. Reiñ a ra brud da Ziwan, lec’h m’eo bet skoliataet.

Rummad Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

  • Priz kentañ : Ti-kêr Laozag (56), evit bezañ kaset un toullad oberoù da benn evit ar brezhoneg, evel da skouer digeriñ un hentad kelenn divyezhek
  • Eil Priz : An Oriant Tolpad-Kêrioù (56), evit bezañ anvet un dilennadez karget eus ar brezhoneg ha bezañ krouet ur post gwazourez gouestlet d’ar yezh.
  • Trede Priz : Mirva natur rannvroel Plounerin (22), evit bezañ troet e brezhoneg ostilhoù da gelaouiñ an dud ha da sachañ o evezh.

Rummad Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

  • Priz kentañ : Warenghem a zo dezhi ul lec’hienn internet e brezhoneg. Sinet he deus ar garta Ya d’ar brezhoneg !
  • Eil Priz : Mel ar Vro, produerien mel hag a zo divyezhek o fajenn Facebook hag o fakadurioù.
  • Trede Priz : Bzh Ascenseurs, evit bezañ savet he lec’hienn e brezhoneg penn-da-benn.

Rummad Kevredigezhioù

  • Priz kentañ : Heklev podkast, a ra war-dro ur savenn evit ar podkastoù e brezhoneg.
  • Eil Priz : Sked, evit bezañ digoret Jibidi, ar vagouri vrezhonek kentañ e Brest meurgêr, e kenlabour gant ar C’hef goproù-tiegezh, Ti-kêr Brest ha Gwarez ar mammoù hag ar vugale.
  • Trede Priz : Deus ’ta, ur festival hag a vez bodet ha skoazellet gantañ an obererien a gas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh war-raok e bro Brest.

Rummad Levr gwellañ e brezhoneg

  • Priz kentañ : « Amiraled Kab Horn », gant Herve ar Beg
  • Eil Priz : « Moussa, istorioù berr », gant Kristian Braz
  • Trede Priz : « Ribin-diribin », gant Jorj Abherve-Gwegen

Rummad Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

  • Priz kentañ : Barba Loutig, Blev
  • Eil Priz : Ivarh, Huñvre
  • Trede Priz : Morwenn Le Normand & Roland Conq, Daou

Rummad Gwellañ sevenidigezh kleweled

  • Priz kentañ : « Penn-kil-ha-troad », sevenet gant Emmanuel Roy
  • Eil Priz : « Ki ma mamm », sevenet gant Mai Lincoln
  • Trede Priz : « Re ar menez », sevenet gant Dounia Wolteche-Bovet

Al lid 2024

Prizioù 2025

Al lid 2025 a vo aozet e Plougerne ( 29) d'an 18 a viz meurzh 2025 !

Kasit ar pennad-mañ da dud all