Loreidi 2026
Rummad Brezhoneger.ez ar bloaz
- Priz kentañ : Gwennyn, evit bezañ aozet an darvoud Breizh a Live ;.
- Eil Priz : Matyas Le Brun, evit bezañ krouet ar gevredigezh « 1000 Familh » a vroud ar familhoù da dreuzkas ar brezhoneg d’o bugale ;
- Trede Priz : Renan Kerbiged, prezidant ar gevredigezh « Mignoned ar brezhoneg » evit al labour stourm a gas war-raok.
Rummad Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik
- Priz kentañ : An Alre (56), evit kinnig pourmenadennoù da zizoleiñ glad kêr e brezhoneg, dre an arload Baludik, ha bezañ resevet al label live 2 eus ar garta Ya d’ar brezhoneg ;
- Eil Priz : Roazhon (35), evit he folitikerezh yezh ha bezañ sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar vagouri-kêr Gaston Tannou.
- Trede Priz : Blaen (44), evitbezañ digoret un hentad divyezhek publik ha bezañ bet kentañ kêr el Liger-Atlantel enni plakennoù-straed divyezhek e kreiz-kêr a-bezh ;
Rummad Intrudu gwellañ er bed ekonomikel
- Priz kentañ : Arfolk, label sonerezh nevez ;
- Eil Priz : Barikenn Saona, Jean Guiavarc’h a ginnig e obererezh saona lem-laka e brezhoneg.
- Trede Priz : Tavarn ar Roue Morvan en Oriant, evit bezañ aozet kentelioù dizoleiñ ar brezhoneg hag embannet ul levr rekipeoù divyezhek.
Rummad Kevredigezhioù
- Priz kentañ : Patati, evit bezañ krouet ar greizenn dudi kentañ e brezhoneg el Liger-Atlantel.
- Eil Priz : Dibistig, evit bezañ embannet ul levr-skeudennoù divyezhek da reiñ d’ar babigoù bet ganet en ospital Montroulez ;
- Trede Priz : Ti Erminig, evit bezañ kinniget dafar pedagogel da aesaat deskiñ ar yezh d’ar familhoù o deus bugale en hentadoù divyezhek ;
Rummad Levr gwellañ e brezhoneg
- Priz kentañ : Bedoù nevez, Paskal an Intañv ;
- Eil Priz : Berr he botez, Laurence Lavrand ;
- Trede Priz :A-drek kerreg tevrieg, Herve Seubil gKernaudour.
Rummad Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg
- Priz kentañ : D’an neb a glevo, Plouz & Foen ;
- Eil Priz : 30°, Emezi ;
- Trede Priz : Un noz a vo, Brieg Guerveno.
Rummad Gwellañ sevenidigezh kleweled
- Priz kentañ :Tourmant, un istor faltazi embannet dre stumm un heuliad podkastoù. (Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh) ;
- Eil Priz : Ar Frailh, un teulfilm 26’ sevenet gant Aziliz Bourgès hag a laka ar gaoz war ar boan-spered pe ar « gwallzarvoud bredel » (ICI Breizh)
- Trede Priz : Klask ar sklêrijenn, un heuliad a ginnig mont da-heul roudoù Thomas Godin o vont d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant eizh arzour o deus merket anezhañ (Gwengolo Filmoù ha ICI Breizh).