Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Staj en em zifenn evit ar maouezed

  • Eus 07 Meurzh 2026 da 07 Meurzh 2026 ical

Sport

07/03, Ti ar Vro Kemper, 2e30 - 5e g-m
20€

Ar staj-mañ a zo kinniget d'ar maouezed adalek 16 vloaz. Kaset e vo dre ar soñj degas dezho teknikoù simpl evit en em zifenn, ar re-se a roio tu dezho d'en em dennañ eus plegoù start, dre gomz pe dre gorf.


Ar perzhiadezed a vo desket dezho bezañ mestrez war o zrubuilh, en em ziwall, kas o enebour diouto, bezañ emren muioc'h-mui, hag evel-just tapout fiziañs enno o-unan.


Un nebeud teknikoù respont prim a gaver er boks gall a vo desket ivez (troad/mailh-dorn), kement-se gant c'hoarioù ha degouezhioù pleustret, a-benn diwall gwelloc'h he c'horf.


Rannañ kaoz asambles gant an animatourez a vo graet e penn kentañ ha diwezhañ an abadenn.


Gant Emilie Vigouroux e vo kaset an atalier e brezhoneg, bokserez titlet eo ha bet kampionez Breizh.


Evit an holl, atalier deskardezed rik.

Staj digor d'an holl verc'hed adalek 16 vloaz.

Madelezhus e vo ar jeu kenetrezomp hep barnañ.


En em enskrivañ diouzh ret - Niver rik a blasoù : 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh


https://www.tiarvro-kemper.bzh/wave_event/staj-emzifenn-ha-boks-gall-e-brezhoneg-stage-dauto-defense-feminine-et-de-boxe-francaise-en-breton/

distreiñ da roll an darvoudoù