Gant Tudi Crequer danvez doktor e-barzh « Celtic-BLM » eus skol-veur Roazhon 2 ha kenglasker er servij son e Levraoueg Broadel Frañs.
« E penn kentañ-holl an XXvet kantved e stagas an doktor Léon Azoulay da gas da benn ul labour ne oa ket bet anezhañ c’hoazh e Bro Frañs, an hini da grouiñ ur mirdi sonskridoù. Da geñver an Diskouezadeg Hollvedel e Pariz e voe gwelet gant an ezel-se eus ar Gevredigezh Antropologiezh un digarez dibar da zastum yezhoù eus ar bed holl. A-hed miz Gouere 1900 e oa engravet gantañ rolladoù koar, ha war o gorre, ar c’hoshañ sonskridoù anavezet e Brezhoneg…
Ober anaoudegezh gant ar foñsad dielloù istorel-se hep e bar a ginnig Tudi Crequer deomp. »
Niver strizh a blasoù : 80 den d’ar muiañ, en o zouez 20 den gant ar benveg treiñ d’ar Galleg diouzhtu-dak, dre feurmiñ tokoù-selaouelloù en ur mod DIGOUST (DRE VIROUT TRAKEN)
Titouriñ ha mirout an tokoù digant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh