Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

C'hoariva : Traezh Gwaremm

  • Eus 19 Mezheven 2025 da 19 Mezheven 2025 ical

C'hoariva

D'an 19/06, da 9 eur
Sal An Dachenn Wenn – Ti an Holl Penharz
39 Boulevard de Bretagne 29000 Kemper
7€ - Digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz
Pezh-c'hoari e brezhoneg

« Un draezhenn er C’hap…

Netra boutin da Diego, an didalve echu, da Vefa, maouez yaouank nevez erru e bro he zud-you kozh, da Gwenn, ar c’hwiperez, da Lanig, ar retredad yaouank merc’hetaer, da Taleg « archer » an draezhenn na da Fiona, pimpatrom an douristez skañvbenn !

Netra nemet an draezhenn-mañ ma vezont ingal. Ha setu ma teuint da gejañ an eil ouzh egile ha da zaremprediñ an eil egile dre gaer pe dre heg, hep diroudañ morse diwar hent o flanedenn.

Betek ur barr arnev spontus ma krozo ha ma koeñvo ar mor. Neuze e cheñcho an traoù da-vat, marteze e rankint en em lakaat a-unan…

Kaset ha degaset e voc’h etre farouellerezh, drama, faltazi rik, ha goulennoù bras eus hon amzer-ni : an divroerien, tanijenn war ar blanedenn, an endro gwallgaset… »

Ar pezh-c’hoari-se a zo bet savet gant komedianed Tro-didro diwar ur mennozh gant Yann-Fulub Dupuy, peurskrivet ha leurennet gant Yann-Fulub Dupuy.

« Ar wech-man ez eus bet fellet deomp chench penn d’ar vazh ha mont diwar al leurenn d’ar skrid ha sevel ar pezh c’hoari a damm da damm diwar primc’hoariadennou war un tem lakaet : hini un draezhenn a-zoug ar pevar c’houlz-bloaz ha kejadennou dic’hortoz en aod. »


* War al leurenn : Loig Coquet, Camille Diquelou, Marine Gloaguen, Bernez Kere, Ninnog Latimier, Tomaz L’Epineguen, Maria del Mar Martin Fernandez.

* Leurennadur : Germain Rolandeau

* Gouleier : Egareg Kervella

* Ar strollad : Savet eo bet ar strollad Tro-didro e 2007 gant Nigel Hollidge ha Yann Fulub Dupuy. Bez eo Tro-didro ur gompagnunezh “daoubennek”: ur framm a-vicher da grouin arvestou c’hoariva e galleg diouzh un tu, hag ur strollad amatour evit krouin pezhiou-c’hoari brezhonek a vreman.

Titouroù :

02 98 90 70 43, clelia@tiarvro-kemper.bzh

distreiñ da roll an darvoudoù