Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Stummadurioù brezhonek evit ar gargidi

Web gwelet en he brasañ

Stummadur 13/06/2017

Stummadurioù KBMPT war ar brezhoneg

Digor eo an enskrivadurioù evit ar stummadurioù d'ar wazourien diriadel aozet gant KBMPT.

Diwar ar skodennoù ret eo lakaet ar stummadurioù-se war-sav, da lavaret eo n'o deus ket ar strollegezhioù tiriadel da baeañ stummadur o gwazourien, a vo war 1 devezh bep sizhun adalek miz Gwengolo 2017 betek miz Mezheven 2018.

Ar strolladoù live 1 zo evit an deraouidi hag ur strollad "kenderc'hel ganti" a vo ivez evit an dud o deus heuliet ur stummadur warlene pe a oar un tamm brezhoneg dija.

Da c'houzout hiroc'h e c'helloc'h mont e darempred gant an OPAB pe gant KBMPT.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0