Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dielloù

Distreiñ da roll an dielloù

piétonisation D'an 14/11/2016

Lakaat un takad (straed, hent, plasenn...) da vezañ miret evit and dud war droad, ha berzet ouzh ar c'harbedoù.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
baleekaat / -adur4 vot 36 %
wardroataat7 vot 63 %

4Diwar-benn ar sontadeg

1Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù4

  • erik d'an 18/11/16 e 21h21
    Baleekadur = bale + ek/g +ha +adur. N'eus verb ebet e brezhoneg a vije "bakeka" na "balekaat" ha na dalv mann ebet a-hend-all, n'eo ket gant -adur e vije kontusoc'h. Evit komz eus ul labour zo graet, echuet, peurlipet.
  • erik d'an 17/11/16 e 17h39
    Bet em eus gwelet "Kater bale". Ma talv amañ "bale" kement ha lâret "piétonnier" e-se karg un anv-gwan ennañ, n'eus abeg ebet da silañ -EK etre Bale hag -adur. Trawalc'h lâret "baleadur". M'eo un anv pe ur verb, ne chañch netra. N'ouzon ket ivez hag-eñ ez eus ur verb "baleeka" (bale+ek+ha), a c'halljer deverañ gant -AT [...]
  • Jil d'an 14/11/16 e 11h39
    Ma c'hellan lavaret ouzhpenn e ra muioc'h brezhoneg "wardroataat" e keñver sonioù ar yezh, ha pa glevan "baleekadur" e klevan "balladur", neuze...
  • Jil d'an 14/11/16 e 11h33
    "straedoù war droad" a vez lavaret ha skrivet, neuze, gwelloc'h eo din "wardroataat"

Kasit ar pennad-mañ da dud all