Baleekadur = bale + ek/g +ha +adur. N'eus verb ebet e brezhoneg a vije "bakeka" na "balekaat" ha na dalv mann ebet a-hend-all, n'eo ket gant -adur e vije kontusoc'h. Evit komz eus ul labour zo graet, echuet, peurlipet.
erik d'an 17/11/16 e 17h39
Bet em eus gwelet "Kater bale". Ma talv amañ "bale" kement ha lâret "piétonnier" e-se karg un anv-gwan ennañ, n'eus abeg ebet da silañ -EK etre Bale hag -adur. Trawalc'h lâret "baleadur". M'eo un anv pe ur verb, ne chañch netra. N'ouzon ket ivez hag-eñ ez eus ur verb "baleeka" (bale+ek+ha), a c'halljer deverañ gant -AT [...]
Jil d'an 14/11/16 e 11h39
Ma c'hellan lavaret ouzhpenn e ra muioc'h brezhoneg "wardroataat" e keñver sonioù ar yezh, ha pa glevan "baleekadur" e klevan "balladur", neuze...
Jil d'an 14/11/16 e 11h33
"straedoù war droad" a vez lavaret ha skrivet, neuze, gwelloc'h eo din "wardroataat"
An evezhiadennoù4