Bed galloudel pe hollad an hollvedoù galloudel liammet ouzh ar Genrouedad hag a c'haller tizhout gant meziantoù pe arloadoù trimentek (gwirvoud galloudel pe gwirvoud kresket).
Roet em eus ster ''meta-'' pa vez rakger, ankounac'haet em eus skrivañ ster kentañ ar ger ''meta'' e-unan : ''au milieu de'' (e-kreiz)
cf latin med- e ''med-ius'', saozneg mid e ''midday'', alamaneg mit- e'' Mittag''.
Echu ar gentel evit hirio !!!
Gildas d'an 21/01/22 e 15h28
metarouedad a zo mat - ster kentañ meta a zo ''avec'' , hag an eil ster ''après''
E-giz rakger e talvez kement ha ''kemm'' (''changement'')
hag ivez ''perzh, kenlod, perzhiadur'' (participation e galleg)
Gireg d'an 03/12/21 e 11h54
Greomp gant ar ger etrebroadel, dre ma ne gomprener ket re vat ar ster. Lavarout a rafen : metarouedad ivez.
William d'an 03/12/21 e 08h56
traved e lec'h trabed? Ya, tramor, heb kemmadur, med marteze mod-nevez gant kemmadur?
William d'an 03/12/21 e 08h38
metarosweyth moa krouet e kerneveureg hag a dalv kement ha "metarouedad", hag a zo e-giz kenrouedad. met gwir eo, n'on ket re varrek war ar gresianeg. Trahollved a gavan dedennus ivez.
Brieg d'an 02/12/21 e 14h24
Meta e gresianeg a dalv
après, au-delà de, avec
Ster : la réflexion, le changement, la succession, le fait d'aller au-delà, à côté de, entre ou avec.
Ster : profond (métadonnées, métalangage), haut ou grand (comme méta-revue).
Ster : à propos (métalinguistique)
Ar gerioù get meta a grouer pe a droer e bzg get tra (tramor outremer, trabed), kreiz (kreiztroad : métatarse), meta, das [...]
An evezhiadennoù6