Bed galloudel pe hollad an hollvedoù galloudel liammet ouzh ar Genrouedad hag a c'haller tizhout gant meziantoù pe arloadoù trimentek (gwirvoud galloudel pe gwirvoud kresket).
A-du emaon gant Brieg, gant e soñj tra, setu, perak ket : Trabed-holl ? Bet-holl e vez graet evit "univers" e galleg, setu da va soñj spered ar ger a chom e-barzh.
Gildas d'an 24/01/22 e 15h39
Evit ar rakger ''meta'', arabat bezañ re figus: en holl yezhoù indezeuropek e kaver ar wrizienn ''med-'' "kreiz" "milieu", setu e brezhoneg ivez ; ar ger mezheven "milieu de l'été", "kreiz an hañv" < med + ham (hañv) < saminos, samos; n'eo ket fall derc'hel ar rakger etre vroadel "meta".
bernez d'an 24/01/22 e 09h21
Ezhomm ebet da implijout rakgerioù gresianek ("meta") p'hon eus rakgerioù brezhonek o klotañ resis ganto ("tra").
An evezhiadennoù3